Stepan Bandera

Eus Wikipedia
Stepan Bandera
Monumant da Stepan Bandera monument e Ternopil
Timbr ukrainat oc'h eñvoriñ 100 vloaz ganedigezh Stepan Bandera

Stepan Bandera (ukraineg : Степа́н Андрі́йович Банде́ра) (1909-1959) a oa ur politikour ukrainat, penn-bras istorel Aozadur Broadelourion Ukraina (OUN(B)) hag unan eus diazezerien Lu Emsavadegel Ukraina (UPA).

Red-buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet eo d'ar 1añ a viz Genver 1909 e-barzh kêriadenn Staryi Uhryniv, rannvro Kalouch e Galitsia (hiziv an deiz en oblast Ivano-Frankivsk) a oa dindan beli Aostria-Hungaria d'ar mare-se. Bez e oa bet e dad, Andriy Bandera, a oa beleg katolik-gresian, beleg er gêriadenn. Diskennet eo e vamm eus ur familh kozh a veleion gatolik-gresian (merc'h eo da veleg Staryi Uhryniv).

Tremen a ra Stepan e vugaleaj er gêriadenn-se, e ti e zud hag e zud-kozh, o vrasaat en ur aergelc'h kar-e-vro ukrainat hag en ur sevanadur vroadel kreñv. Dedennet eo gant ar gudenn sokial hag ar politikerezh.

E nevez-amzer 1922 e varvas e vamm diwar an dorzhellegezh.

Ur broadelour ukrainat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Gwengolo 1928 e krog Stepan e studioù e skol lieskalvezerezh Lviv.

E 1931 e teu da vezañ eilrener an heñcherien rannvroel, penn skipailh seveniñ rannvroel an OUN da c'houde ha komandant an UVO.

D'ar mare-se eo tennoc'h-tennañ an traoù etre ar pennadurezhioù polonat hag ar bihanniver ukrainat. Ouzh un oberenn gastiz a « beoc'hadur » renet gant ar veli bolonat e stok azgoulennoù an Ukrainiz. Divizet e vez gant an OUN mont war hent ar gwalldaolioù politikel.

E 1934 eo kondaonet da varv Stepan Bandera evit bout aozet gant 11 den all ar gwalldaol a-enep minist an diabarzh Polonia. Fuajet eo bet an diviz lez-varn-mañ. Kondaonet eo hed e vuhez. E miz Gwengolo 1939, abalamour da argadenn al lu alaman, e vez dilezet al lec'hioù gant ar velestradurezh-kastiz polonat hag ar brizonidi, Bandera en o zouesk, da guitaat an toull-bac'h.

An Eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En henvelep miz a 1939, da heul emglev alaman-ha-soviedel, e vez aloubet Ukraina ar c'hornog gant al lu soviedel. Gwasket e vez ar boblañs gant ar renad stalinour. E miz Here 1939 ez eas Bandera da gKrakόw gant ur bagad broadelourien ukrainat hag e savas ur batailhon ukrainat e-kreiz al lu alaman (batailhon Nachtigall) a furmas, a-gevret gant ar batailhon Roland, al Lejion Ukrainat.

E 1940 e renas strollad dispac'hel an OUN ha d'an 30 a viz Mezheven 1941 e voe anvet da c'houarnamant Stad nevez Ukraina embannet e Lviv a-enep da youl an Alamaned. Goude-se e voe toullbac'het e kamp tolpañ Sachsenhausen. E 1944 e voe dieubet gant an Alamaned a gemme o folitikerezh e-keñver Europa ar Reter abalamour d'ar fed e voe tostoc'h-tostañ an Arme Ruz. Neoazh ne lakaas ket e anv er Poellgor Broadel Ukraina hag ez eas a-zindan guzh.

Marv un harluad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-lerc'h ar brezel e chomas en Alamagn e-lec'h ma kendalc'has da ren Aozadur ar vroadelourion Ukraina (OUN(B)). D'ar 15 a viz Here 1959, e mont tre un ti ar 7 straed Kreittmayr (Kreittmayrstraße) e München, e voe kavet en ur poullad gwad o vevañ c'hoazh. Goude e voe kaset keloù gant un enselladenn mezegel ma voe ur c'hontammadur a oa kiriek d'e varv. Daou vloaz war-lerc'h, d'ar 17 a viz Du 1961, e voe lavaret gant justis Alamagn ar C'hornôg e oa Bohdan Stachynski, gwazour ar c'hKGB oc'h heuliañ urzhioù Chelepin ha Khrouchtchev, muntrer Stepan Bandera. Goude un enklask don e tegouezhas ar prosez eus an 8 d'ar 15 a viz Here 1962. Divizad al lez-varn a voe embannet d'ar 19 a viz Here : kondaonet e voe Stachynskyi da 8 vloaz toull-bac'h hep goursez. Kadarnaat a reas lez-veur alaman Karlsruhe kiriegezh gouarnamant soviedel Moskov e muntr Stepan Bandera. D'an 20 a viz Here 1959 e voe douaret hemañ e bered Waldfriedhof e München.

Tonkadur skijus familh Bandera[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E vreur yaouañ Bohdan a gemer renadur ur strollad harz dindan an Dalc'herezh. Lazhet e voe e 1942 (pe 1943).

D'an 22 a viz Mae 1941, tad Stepan Bandera -ar beleg Andrij Bandera – a voe harzet gant an NKVD ha drouklazhet d'an 10 a viz Gouere 1941.

D'an deiz-se e voe forbannet da Siberia e c'hoarezed, Maria-Marta hag Oksana, evel izili familh un « enebour ar bobl ». Dieubet e voent e 1960 hep kaout an aotre da zistreiñ da Ukraina. E Siberia e varvas Marta e 1982. Gallout a reas Oksana distreiñ da Ukrainia e 1989.

Harzet e voe e drede c'hoar Volodymyra e 1946 gant an NKVD ha kondaonet da 10 vloaz a « gamp-labour ».

E vreudeur Vasyl hag Oleksandr, harzet gant ar Gestapo e 1941, a voe bac'het en Auschwitz e-lec'h ma'z ejont da get e 1942.

Goudevezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Chom a ra Stepan Bandera un den dael diwarnañ en Ukraina, tud zo ouzh e welout evel un haroz ar Vroad, reoù all evel ur c'henlabourer nazi.

Anvet eo bet, a-drugarez d'un dekred sinet d'an 22 a viz Genver gant ar prezidant Viktor Iouchtchenko, d'an uhelgarg dalif a Haroz Ukraina, ar pezh a zegas ur gaouad enebadur e Kevre Rusia hag e-touesk poblañs reter Ukraina a gomz ruseg. D'an 29 a viz Genver e tisklêrias ar greizenn Simon-Wiesenthal, en ul lizher kaset da gannati Ukraina er Stadoù-Unanet, e oa ur vezh dereiñ an titl-se d'ur « c'henlabourer nazi kiriek da lazhadeg miliadoù a Yuzevion e-kerz brezel 1939-1945.»

Neoazh evit kalz a Ukrainiz, broadelourien ar c'hornog dreist-holl, eo Stepan Bandera ur gwir haroz broadel. Meur a savadur zo bet savet en Ukraina e koun dezhañ.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]