Haroz eus Ukraina
Neuz
Haroz eus Ukraina
| Iskevrennad eus | Haroz broadel |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 1998 |
| Anv er yezh orin | Герой України |
| Stad | Ukraina |
| Renk dres dindan | Cross of Military Merit |
| Lec'h diazez | Kyiv |
| Erlec'hiañ a ra | Haroz an Unvaniezh Soviedel |
| Roll elfennoù | list of heroes of Ukraine |
Haroz eus Ukraina (HEU ; ukraineg : Герой України Heroi Ukrainy) eo an uhelañ enor a c'hall bezañ deroet d'ur c'heodedour pe geodedourez gant prezidant Ukraina.
Krouet e oa bet ar vedalenn e 1998 gant ar prezidant Leonid Kuchma. Da 924 e save hollad an dud bet enoret a-raok ar 4 a viz Eost 2024. Ouzhpenn ar re-se e chom 22 zekred prezidantel da vezañ lakaet da dalvezout.
Daou live a dud enoret zo : Urzh ar Stad (ukraineg : Орден Держави Orden Derc'havy) evit an drevourien hag Urzh ar Steredenn Aour (ukraineg : Орден Золота Зірка Orden Zolota Zirka) evit ar vilourien.
Ar c'hentañ estren a zo bet enoret e oa ar Belarusan Mykhailo Zhyznevskyi e miz Even 2017.