Star Wars: Episode VI – Return of the Jedi

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Return of the Jedi

Return of the Jedi pe Star Wars: Episode VI – Return of the Jedi, zo ur film space opera stadunanat embannet e 1983. Sevenet eo bet gant Richard Marquand. Ar senario a zo bet savet gant Lawrence Kasdan ha George Lucas a-ziwar un istor gant Lucas, hag a oa ivez ar produer penn. An trede film eo en heuliad filmoù diazez Star Wars. Tremen a ra ur bloavezh goude darvoudoù The Empire Strikes Back. Aktourien ar film eo Mark Hamill, Harrison Ford, Carrie Fisher, Billy Dee Williams, Anthony Daniels, David Prowse, Kenny Baker, Peter Mayhew ha Frank Oz.

Alies e vez adsavet lodenn ar film gant Jabba the Hutt ha Leia Organa e slav.

Er film, an Impalaeriezh Galaktek, renet gant an impalaer Palpatine, a zo o sevel un eil Steredenn ar Marv evit flastrañ da vat ar rebelled. Dre ma vez an impalaer oc'h ober war-dro al labourioù, ar flodad brezel rebel a dag Steredenn ar Marv evit distrujañ an arm hag an impalaer war ar memes-tro. E-pad an amzer-se, Luke Skywalker a glask degas en-dro Darth Vader war-zu ar re Jedi.

David Lynch ha David Cronenberg a oa bet soñjet enno evit kas da benn ar film a-raok ma vije kemeret Marquand evel sevener. Ar skipailh produiñ en doa diazezet e labour war storyboard Lucas.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]