Mont d’an endalc’had

Bikini ar briñsez Leia

Eus Wikipedia
Bikini ar briñsez Leia
fictional bikini
Perc'hennet gantPrincess Leia Kemmañ
Danvez implijetMetal Kemmañ
Present in workStar Wars: Episode VI – Return of the Jedi Kemmañ
A denn da ved ar faltaziStar Wars universe Kemmañ
Worn byPrincess Leia Kemmañ
Media franchiseStar Wars Kemmañ

Bikini ar briñsez Leia (saozneg: Princess Leia's bikini) a vez graet eus un treuzwisk brudet ha douget gant an aktourez Carrie Fisher o c'hoari ar briñsez Leia e 1983 er film Star Wars: Episode VI – Return of the Jedi.

Gwisket e oa an aktourez e-giz-se, gant ur chadenn sklavez tro-dro he gouzoug, nemet e-pad div senenn ha trawalc’h eo bet evit lakaat anezhi da vezañ gwelet evel un arouez revel.

Koulskoude e c'haller gwelet ar gwiskamant-se evel ur gwiskamant revelour. « N’on ket un arouez revel, neuze n’eo nemet un savboent gant unan bennak, n’on ket a-du gant se », a zo bet diskleriet gant Carrie Fischer en un atersadenn e 2015[1]. D’ar memes koulz he deus aliet da Daisy Riley, an aktourez a c'hoari roll Rey e rannoù Star Wars adalek 2015 da “stourm a-enep gwiskamant ar sklavez", " arabat bezañ ur sklavez evel on bet me".

Eus un tu all e sikour da gadarnat tro-spered an dudenn evel maouez kreñv[2] evel ma tislkêrie Carrie Fisher : "Tell [the kids] that a giant slug captured me and forced me to wear that stupid outfit, and then I killed him because I didn't like it.". Laouen e oa Carrie Fisher e oa bet lazhet Jabba an Hutt ganti er film, an dudenn he doa rediet anezhi da zougen an treuzwisk reizhel-se.[3]

2014, an aktourez Maitland Ward gant ur c'hosplay Leia ar sklav.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]