Luke Skywalker

Mark Hamill e 1978, en deus c'hoariet Luke Skywalker er rannoù IV da VII
Luke Skywalker a zo tudenn bennañ teir oberenn orin Star Wars (rannoù IV da VI). Mab eo d'Anakin Skywalker ha Padmé Amidala ha breur gevell ar briñsez Leia Organa. Ganet eo e 19 kent EY, ha kontet eo e v'hanedigezh er film Rann III : Dial ar Sith. Dont a raio de vezañ ur marc'heg jedi hag haroz an Emglev Rebell e-kerzh ar brezel-sivil galaktek er rannoù IV, V ha VI, da laret eo an teir oberenn orin. Tregont vloaz war-lerc'h, da vare ar rann VII ez eo ar jedi bev diwezhañ hag aet eo en harlu war ur blanedenn bell.