Stand tennañ
Ur stand tennañ a zo ul lec'h ma c'hall an dud pleustriñ war an tennañ, pe e vefent sportourien (sportoù tennañ, biatlon, pentatlon modern), pe tud a rank implijout armoù-tan evit o micher (soudarded, poliserien hag all). E Breizh e c'hall bezañ prevez (perc'hennet gant un armeuri da skouer) pe meret gant ur c'hleub tennañ stag ouzh an FFTir (Fédération Française de Tir, e brezhoneg Kevredad Gall ar Sportoù tennañ).
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Strizh eo ar reolennoù evit mont e-barzh ar standoù tennañ ha n'int ket digor d'an dud n'int ket tennerien sport peurliesañ. Ur badj pe un alc'hwez a ranker kaout da vont e-barzh. Er c'hleuboù tennañ e rank un den pedet bezañ disklêriet, asantet gant rener(ez) ar c'hleub ha roet e anv en a-raok da c'houzout ha n'emañ ket e-touez an dud difennet dezhe prenañ pe implijout armoù (fichennaoueg FINIADA e Frañs).
Al lod brasañ eus ar standoù tennañ e kêr a zo serr penn-da-benn evit ne vefe ket klevet trouz an tennoù. Er-maez eus ar c'hêrioù e kaver standoù damzigor (toennet eo ar postoù-tennañ nemetken da skouer) pe dizolo penn-da-benn.
Azasaet eo ar standoù ouzh an armoù-tan implijet pe aotreet enne. Tri zakad a ya d'ober anezhe :
- ar postoù-tennañ. Alemañ e tenn an dennerien gant o armoù. Ur speurenn pe ur roued a c'hall bezañ etre pep post-tennañ da herzel an drouz ha da virout ouzh an douilhezioù da nijal war dennerien all. Un daol a gaver peurliesañ da lakaat warni an dafar tennañ (arm, karger, kartouchennoù, banniel-test, trebez...). Un harz fizikel (dor, kordenn) a gaver etre ar postoù-tennañ ha takad an trepasoù-tennañ hag ar sibloù. Pa guit un den ar postoù-tennañ da vont da welet e sibl n'hall den ebet ken dornata e arm : ur sinal a verk ar redi-mañ (trouz ur c'hloc'h, gouloù ruz da skouer).
- an trepasoù-tennañ, etre ar postoù-tennañ ha takad ar sibloù. O hirder a zo hervez ar stand-tennañ hag an arm implijet. Er c'hleuboù tennañ e Breizh ez eo hirder ar braz eus an trepasoù tennañ etre 10 metr (amprouadennoù pistolenn) ha 100 metr pe 200 metr (karabinenn). Un adkaser a c'hall bezañ e pep trepas-tennañ da gas e sibl d'an tenner en-dro en ur mod aotomatek.
- takad ar sibloù, e penn all an trepasoù-tennañ. Ar sibloù difiñv a c'haller stagañ ouzh kordennoù pe pladennoù koad. A-dreñv ar sibloù e kaver ur gorread gouest da zerc'hel ha da zastum ar boledoù (traezh, douar pe danvezioù savet diwar gaoutchouk da skouer). N'hall ket ar gorread-mañ bezañ savet e danvezioù kalet (mein, simant, metal) peogwir e vefe riskloù dazlammoù.
Surentez ha yec'hed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Trouz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre 105 dB (karabinenn bihan he c'halibr) ha 137 dB (fuzuilh-arsailh) e c'hall produiñ un tenn gant un arm-tan.[1] An tokarnioù-gwareziñ pe stoufoù-divskouarn a zo ret er standoù meret gant kleuboù an FFTir. Peurliesañ eo difennet tennañ er standoù digor da noz, da boent lein pe d'ar sul goude lein evit doujañ ouzh al lezennoù war an drouz.
Gloazadennoù gant bannadelloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Al lunedoù-gwarez n'int ket ret e standoù an FFTir, nemet e sportoù zo (Armoù Kozh, Armoù Reoliek da skouer). Ar riskloù nesañ eo reseviñ un douilhez en e lagad, pe bezañ gloazet gant un arm o tarzhañ abalamour d'ur munision siek pe ne vefe ket azasaet outañ.
Plom
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Plom a gaver er munisionoù. Aliet e vez d'an dennerien naetaat o daouarn, chom hep debriñ diouzhtu ha cheñch dilhad goude bezañ tennet, memes ma chom izel ar riskloù sadornenn.[2] An dennerien gant armoù kozh hag an dennerien bannadelloù plom (dre aer gwasket) eo ar re dizhetañ gant ar gudenn-mañ. Saotret e vez ivez takadoù ar standoù-tennañ gant ar plom e-pad bloavezhioù, memes goude e vefent serret dibaoe pell. Arsenik ha metalioù ponner a c'haller kavout stankoc'h er standoù-tennañ ivez.
Alaniñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E standoù serret penn-da-benn e rank bezañ nevesaet mat an aer kuit da alaniñ elfennoù ha gazoù noazus produet da vare an tennañ (plom pe elfennoù poultr).
Gwallzarvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Strizh-mat eo ar reolennoù-surentez war dornata an armoù er braz eus ar standoù-tennañ. Ral eo ar gwallzarvoudoù. Er bloavezhioù 2017 ha 2018 e oa marvet un den trumm abalamour d'ar sportoù tennañ.[3]
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Le Tir war al lec'hienn www.laerm.ch (lennet d'an 31/01/2024)
- ↑ (fr) PIN Patrick (medisin an FFTir), diell Prévention du saturnisme chez le tireur, pellgarget d'an 31/01/2024 war lec'hienn ar c'hevredad
- ↑ Evit keñveriañ gant sportoù all, er memes bloavezhioù e oa marvet 3 den oc'h ober rubgy pe skate-board, 7 o redek war-droad, 21 o splujañ, 24 war varc'h-houarn, 34 o chaseal pe 50 o vale en natur. Titouroù tennet eus Décès traumatiques en pratique sportive en France métropolitaine en 2017 et 2018 (fr), Santé Publique France, miz Genver 2020, 70 p.