Gwaien (stêr)
Gwaien
| |
---|---|
Stêr Waien e kêr Waien | |
Statud | stêr |
Hirder | 31,7 km |
Uhelder an eienenn | ? m |
Kas keitat | ? m³/s |
Gorread an diazad | ? km² |
Bro(ioù) douret | Breizh |
Diazad stêrioù |
? |
En em daol e | kêr Waien-Meurvor Atlantel |
Ledander er genoù | ? |
Andon | Ploneiz |
Adstêrioù | ? |
Stêr Waien eo ar stêr a red eus Ploneiz da gêr Waien, e mervent Bro-Gerne, e departamant Penn-ar-Bed, Breizh. 31,7 kilometr hed a zo dezhi, ha 6 km hed eo an aber adalek traoñ Pontekroaz. War he riblennoù e kaver porzh Pontekroaz (dizimplij bremañ) ha porzhioù Gwaien ha Poulgwazeg (peskerezh ha touristerezh).
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eieniñ a ra stêr Waien e Pengwaien, war uhelenn Ploneiz. Treuziñ a ra bro ar C'hab betek kêr Waien. Mont a ra da heul un draoñienn strizh a-walc'h betek Pontekroaz, el lec'h ma kej kalzik stêrioù bihan. Goude e teu da vezañ un aber hir, e anv "Ria ar Gwaien". Eno en em gann ar mor hag ar stêr.
Loened ha plant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En aber ar Gwaien eo birvidik buhez al loened hag ar plant. Bevañ a ra kichen-e-kichen pesked mor ha pesked stêr, gouelaned a bep seurt, morvrini, kerc'heized, dirediged ha herlegoned bihan.
Kumunioù treuzet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ploneiz,
- Gourlizon (riblenn zehou),
- Plogastell-Sant-Jermen (riblenn gleiz),
- Gwiler,
- Mahalon,
- Pontekroaz,
- An Eskevien (riblenn zehou),
- Ploeneg (riblenn gleiz),
- Gwaien.