Mont d’an endalc’had

Spont e Naoned

Eus Wikipedia
Jean-Baptiste Carrier

Gant un dekred eus ar 14 a viz Eost 1793 e voe kaset Jean-Baptiste Carrier da ober ur gefridi da Vreizh. Hervez un embann eus Kuzul ar Surentez Publik graet d'ar 14 a viz Eost e rank chom e Naoned. Degouezhout a ra e kêr d'an 8 a viz Here. Rannet eo tud kêr: diouzh un tu ar bobl, diouzh un tu all an uhelidi. Miz a-raok eo bet divodet kuzul-kêr Naoned, dilennet e miz Kerzu 1792, gant Philippeaux (kaset da Naoned a-raok Carrier) ha savet Kuzul an Dispac'h ha Lezvarn an Dispac'h. Gant al lezvarn ez eus savet ur gompagnunezh armet, anvet compagnie Marat, un arme vihan a 60 den, savet war ar porzh, ha paeet 10 lur bemdez.

Ganti en doa peadra da lakaat ar spont da ren. Neuze e implijas an ed skrapet e Vande da vagañ an arme ha pobl Naoned, ec'h aozas ur polis kuzh, da genstrivañ gant ar gompagnunezh Marat. Eeunaat a reas mont en-dro al Lezvarn Dispac'hel ha kas d'ar c'hilhotin 144 a dud a oa diskred warne e c'hallent bezañ a-unan gant tud ar Vande e mizioù du 1793.

Goude emgann Saveneg e voe kaset miliadoù a dud da brizonioù Naoned, ha pa ne oa plas a-walc'h evito da sanailhoù ar porzh, ma varvas meur a vil den gant ar c'hleñvedoù-red. Abalamour d'an dañjer evit ar yec'hed, ha peogwir int enebourien d'an dispac'h, e saver ur gomision-soudarded, hag adal dibenn miz Kerdu e krog ar fuzuilhadeg.

De Joseph Fouché.


Diskuliet e voe gwalloberoù Jean-Baptiste Carrier gant Jullien de Paris, kaset gant ar c'h-comité de salut public d'an arvor Atlantel, met ret e voe e c'hervel en-dro d'an 9 pluviôse bloaz II (8 a viz C'hwevrer 1794)[1].


Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ange Guépin, Histoire de Nantes, 1839
  • Gaston Martin, Carrier et sa mission à Nantes, Puf, 1924
  • Jean-Clément Martin, Blancs et Bleus dans la Vendée déchirée, Découvertes/Gallimard, 1986, cité par Michel Ragon, 1992, p. 186
  • Alfred Lallie, Carrier, Pays et terroirs, 1994, et Les Noyades de Nantes, éditions du Choletais, 1994</ref>
  1. Gwelout al lizheroù gant Jullien da Robespierre ha da d'e dad, d'an 2, 4 ha 5 a viz C'hwevrer 1794