Sonerezh rok euskarat

Eus Wikipedia

Ar sonerezh rock euskarat (euskareg : euskal rocka), zo sonerezh rock sonet gant arzourien ha strolladoù eus Euskadi, en hanternoz ar vro (Iparralde) hag er c'hreisteiz (Hegoalde).

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Euskal Herria Zuzenean en Arrosa e 2002

Kerkent ha deroù ar bloavezhioù 1960[1], Euskariz a voe dedennet gant ar c'hanaouennoù-stourm kentoc'h eget gant ar sonerezh rock, ha krouiñ al luskad Euska kanta berria ("kan eiskarat nevez")[2] a rejont diwar skouer an Nueva Canción chileat lusket gant Violeta Parra (Gracias a la vida) ha Victor Jara.

Er bloavezhioù 1970 e voe bodet al lazoù rock euskarat kentañ, broudet gant Niko Etxart (Altzürükü, 9 a viz Mae 1953) hag e strollad Minxoriak, Anje Duhalde (Arrangoitze, 12 a viz Gwengolo 1950) ha Mixel Ducau (Baiona, 9 a viz Du 1951)[3].

E-kerzh e vugaleaj e Paris e tizoloas Niko Etxart ar sonerezh rock. Er bloaz 1972 e tivizas distreiñ da Euskadi evit seniñ rock 'n' roll en euskareg. Goude bezañ sonet gant meur a laz e savas al laz Minxoriak, a sonas a leurenn da leurenn en Euskadi (170 kensonadeg bep bloaz e-pad 20 vloaz) hag a enrollas teir fladenn[4]. Soner toumperezh el laz El Fuego e oa Anje Duhalde pa glevas ur ganaouenn gant Donovan kanet gant Benito Lertxundi (Orio, 6 a viz Genver 1942) ; e 1973 e kejas ouzh Mixel Ducau, ha gantañ e savas ar strollad Errobi.

E deroù ar bloavezhioù 1980 e c'hoarvezas ur gwall enkadenn armerzhel en Hegoalde, a-gevret gant ul luskad dizalc'hour a save a-enep an doare emrenerezh a oa bet roet da Euskadi a-c'houde marv Francisco Franco e 1975. Ar re baourañ e-touez Euskariz en em roas d'an drammoù, d'an heroin pergen. Kement-se holl a vroudas lazoù sonerezh rock er c'hêrioù greantel da ezteurel o c'hounnar dre un doare sonerezh awenet gant al luskad punk rock a oa bet e diwezh ar bloavezhioù 1970, ha dreist-holl gant an anarcho-punk, ar punk anveliour (MC5 en SUA, Sex Pistols ha Poison Girls er Rouantelezh-Unanet, hag all). Euskal Rock Erradikala, ar rok euskarat radikal, a voe graet eus al luskad-se, a save a-enep ar Stad, ar polis, an unpenniezh, an Iliz, ar galloud politikel, hag all. E-touez lazoù an emsav-se emañ al laz Kortatu savet e 1984 gant Fermin Muguruza (Irun, 20 a viz Ebrel 1963) hag e vreur Iñigo (Irun, 17 a viz Kerzu 1964, hag Itoiz (1988)

Adalek ar bloavezhioù 1990 e troas ar sonerezh rock euskarat war-du doareoù liesseurt (ska, funk, elektro hag all), evel al laz Negu Gorriak (1990).

En Arrosa e vez dalc'het ar festival rok brasañ en Euskadi, Euskal Herria Zuzenean ("Euskadi war-eeun")[5].

Lazoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Amaia Zubiria
  • Bap!!
  • Errobi
  • Eskorbuto
  • Itoiz
  • Itziarren Semeak
  • Joseba Tapia
  • Ken Zazpi
  • Kepa Junkera
  • La Polla Records
  • Lisabö
  • Mokoka
  • Negu Gorriak
  • Skalariak (punk ska)
  • Skunk (punk ska)
  • Sustraia
  • Urtz
  • Xutik

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (fr) Laraburu, Colette & Etcheverry-Ainchart, Peio. Euska rock 'n' roll – Histoire du rock basque. Atlantica, 2001 (ISBN 978-2-84394-308-9)</ref>

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Laraburu, op. cit.
  2. (eu) (fr) Euska kanta berria (1961-1976). Kavet : 20/04/2023.
  3. Rock et révolution basque. Kavet : 20 Ebrel 2023. .
  4. Ibiliz e 1985, Beste Urrats Bat e 1990 ha Gozozale e 1992.
  5. (eu) (fr) EHZ 2023. Kavet : 20/04/2023.