Sofonisba Anguissola

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Emboltred
Sofonisba Anguissola, Emboltred, 1556, Mirdi Lancut, Polska.
Poltred Infantezed Spagn, Isabel Clara Eugenia ha Catalina Micaela Aostria, merc'hed Felipe II, roue Spagn.
Tri bugel gant ur c'hi

Sofonisba Anguissola, pe Anguisciola (Cremona war-dro 1535 - Palermo 16 a viz Du 1625) zo ul livourez italian eus ar XVIvet kantved. Dont a reas da vezañ livourez ofisiel e lez Bro-Spagn, un dra ral d'ur vaouez en amzer-hont.

Unan eus livourezed kentañ en istor arz Europa e voe Sofonisba Anguissola, goude ma n'eo ket ken brudet ha re all war he lerc'h, evel Artemisia Gentileschi, Rosalba Carriera pe Angelica Kaufmann.

He buhez[kemmañ]

Sofonisba Anguissola a oa ganet e Cremona, Lombardia war-dro 1532. Bugel kentañ an tiegezh e oa, ha pemp c'hoar hag ur breur he doa. He mamm, Bianca Ponzone, a diegezh uhel, a varvas pa oa Sofonisba en he 4 pe 5 bloaz. He zad, Amilcare Anguissola, a oa un den a noblañs izel eus kêr Genova.

A-hed peder remziad e voe roet da vugale an tiegezh anvioù tud eus istor Kartada, ha dezhi e voe roet anv Sofonisba.

Ton a roas Amilcare Anguissola d'e c'hwec'h merc'h (Sofonisba, Elena, Lucia, Europa, Minerva ha Anna Maria) da labourat da amprouiñ o donezonoù, hag un deskadurezh a zoare a voe roet dezho. Peder anezho (Elena, Lucia, Europa hag Anna Maria) a oa livourezed, met Sofonisba a voe an hini vrudetañ. Elena a eas da leanez (Sofonisba a reas ur poltred anezhi) hag a rankas paouez da livañ. Anna Maria hag Europa a zilezas an arz pa zimezjont, ha Lucia Anguissola, an arzourez wellañ eus c'hoarezed Sophonisba a varvas en he ugent bloaz. Minerva a voe skrivagnerez ha latinegourez. O breur Asdrubale ne reas tamm war-dro al liverezh, pa voe soner, ha latinegour.

Pevarzek vloaz e oa Sofonisba pa voe kaset, a-gevret gant he c'hoar Elena, da studiañ gant Bernardino Campi, ul livour eus ar skol lombard, brudet e boltredoù ha taolennoù relijiel, o chom e Cremona ivez. Pan eas Campi d'ur gêr all e kendalc'has Sofonisba gant he studioù gant al livour Bernardino Gatti, lesanvet Il Sojaro. Lakaat Sofonisba da zeskiñ gant livourien ar c'hornad a oa deroù un oadvezh nevez d'ar merc'hed a grogas dousik da vezañ degemeret evel studierien war an arzoù. Krediñ a reer e chomas da studiañ gant Gatti e-pad tri bloaz (1551-1553).

Pouezusañ labour Sofonisba er mare-se eus he yaouankiz eo Bernardino Campi o livañ Sofonisba Anguissola, graet war-dro 1550, hiziv war ziskouez er Pinacoteca Nazionale, e Siena, ma weler he c'helenner ouzh he foltrediñ. E 1554, ha hi 22 vloaz, ez eas Sofonisba da Roma, ma kasas hec'h amzer o tresañ traoù ha tud a bep seurt. Eno e reas anaoudegezh gant Michelangelo a drugarez d'ul livour arall a anave he labour mat.

Livourez[kemmañ]

Bernardino Campi o livañ poltred Sofonisba Anguissola, war-dro dibenn ar bloavezhioù 1550.

Sur eo e veze roet muioc'h a don da Sofonisba eget d'ar merc'hed all en hec'h amzer. N'eo ket evit kelo-se e veze lezet d'ober pezh ne oa ket aotreet d'ar merc'hed en he metoù. Hep studiañ ar gorfadurezh na tresañ krorfoù bev n'halle ket stagañ da ober livadurioù bras relijiel pe istorel, ha neveze ket lezet ar merc'hed da welout korfoù noazh. E-lec'h se e klaskas doareoù all da boltrediñ, gant tud lakaetd'en em zerc'hel e doareoù divoas.

Un 50 oberenn bennak a zo bet lakaet war gont Sofonisba. Gwelout anezho a c'haller e Bergamo, Budapest, Madrid (Museo del Prado), Naplez, Siena, ha Firenze en Uffizi.

Ster istorel[kemmañ]

Kalz a arzourien zo bet levezonet gant oberennoù Sofonisba Anguissola. He foltred eus ar rouanez Isabel de Valois gant ur zibellino (feur ur martr gant ar penn hag an treid en aour) zo bet ur poltred adlivet kenañ e Spagn, betek gant arzourien veur evel Peter Paul Rubens.

E Spagn[kemmañ]

E 1559 ez eas Sofonisba da lez Felipe II, roue Spagn, evel itron e lez ar rouanez Isabel de Valois. Poltredourez an tiegezh roueel e voe betek marv he gwarezourez e 1568.

E Sikilia[kemmañ]

Emboltred e 1610

E 1573 e timezas d'un noblañs eus Sikilia, Fabrizio Moncada hag ez eas da chom d'e balez, e Moncada e Paternò. Pa varvas he fried war vor e 1578, p'edo o vont da ober ur gweled da lez Spagn, e kuitaas Sofonisba Sikilia da vont da Liguria.

Ur chomadenn a reas e Livorno hag eno ec'h addimezas da Orazio Lomellini, a oa un den a renk uhel eus Genova, e Pisa e 1579. E 1615 e tistroas gant he fried da b-Palermo, e-lec'h ma en devoa un tamm madoù.

Mervel a reas d'ar 16 a viz Du 1625, ha beziet e voe en iliz San Giorgio e Palermo, un iliz a oa da vroad Genova (Nazione Genovese), ma he devoa labouret.

Lennadurezh[kemmañ]

  • Sofonisba Anguissola e le sue sorelle, katalog an diskouezadeg graet e Roma e 1994, renet gant M. Gregori.
  • Ilya Sandra Perlingieri, Sofonisba Anguissola, Rizzoli International, 1992 ISBN 0-8478-1544-7
  • Chadwick, Whitney, Women, Art, and Society, Thames and Hudson, London, 1990 ISBN 0-500-20354-7
  • Harris, Anne Sutherland and Linda Nochlin, Women Artists: 1550-1950, Los Angeles County Museum of Art, Knopf, New York, 1976 ISBN 0-394-41169-2
  • Sylvia Ferino-Pagden, Maria Kusche, Sofonisba Anguissola: A Renaissance Woman, National Museum of Women in the Arts, 1995 ISBN 0-940979-31-4
  • Pizzagalli, Daniela, La signora della pittura : vita di Sofonisba Anguissola, gentildonna e artista nel Rinascimento, Milano 2003 ISBN 8817995096
  • Orietta Pinessi, Sofonisba Anguissola. Edizione SELENE 2008

Pennadoù kar[kemmañ]


Liammoù diavaez[kemmañ]


Pennad kar[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.