Mont d’an endalc’had

Scacchi

Eus Wikipedia
C'hoariadenn echedoù, gant Sofonisba Anguissola.

Scacchi (Echedoù en italianeg) a zo un eoullivadur graet war lien gant Sofonisba Anguissola e 1555 hag a c'haller gwelout er Mirdi Navrodwe e Poznań e Polonia.

En daolenn e weler an arzourez Sofonisba Anguissola, gant he c'hoarezed Lucia ha Minerva, ha marteze o mamm. Ouzh ar plankenn echedoù e lenner ur frazenn latin : «SOPHONISBA ANGUSSOLA VIRGO AMILCARIS FILIA EX VERA EFFIGIE TRES SUAS SORORES ET ANCILAM PINXIT MDLV».