Sleeping Dogs (c'hoari video)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Kowloon ur c'harter eus Hong Kong

Sleeping Dogs zo ur c'hoari video doare gwezh-avantur en ur bed digor embannet e 2012 gant United Front Games ha Square Enix war ar savennoù PlayStation 3, Windows, hag Xbox 360. An istor a dremen d'an deiz-ha-hiziv e kêr Hong Kong. Al lodenn c'hoarier e-unan a laka ar c'hoarier da heuliañ troioù kaer Wei Shen, ur poliser stadunanat kuzhet e-touez an aozadur triadoù Sun On Yee Triad.

An doare c'hoari a zo unan gant emgannoù dorn, tennañ gant armoù ha redek pe lammat. Adkavet e vez ivez bitrakoù teknikel a c'heller implij ur wech mestroniet gant ar c'hoarier pe e-pad an emgannoù pe pa vez ar c'hoarier o vont dre ar bed digor. Ar c'hoarierien a-rank dont a-benn da c'hounez kefridioù evit distankañ objedoù ha kenderc'hel gant an istor diazez, met ouzhpenn-se ret eo d'ar c'hoarierien mont dre ar bed digor ha seveniñ obererezhioù reizh pe 'maez lezenn. Hervez an obererezhioù e vezo degaset sell polis Hong-kong war ar c'hoarier, hervez grevusted an obererezhioù e vez muioc'h-mui a nerzhioù polis kaset da bakañ pe lazhañ ar c'hoarier. Evel er c'hoari Saints Row obererezhioù ar c'hoarier evel emgannañ, bleniañ pe kemer perzh e redadegoù diaotreet a lak statistikoù ar c'hoarier da vont war-gresk.

Ur simbol d'an triadoù