Slava Ukraini
Implij | salute, greeting |
---|---|
Stad | Ukraina |
Yezh an oberenn pe an anv | ukraineg |
Pennlinenn | Слава Україні! |
Last line | Героям слава! |
Statud ar gwirioù-oberour | gwirioù perc'henniñ ebet anavezet |
Enor da Ukraina! (ukraineg: Слава Україні!, romanekadur: Slava Ukraini!, LFE: [ˈsɫaʋɐ ʊkrɐˈjinʲi]) zo un droienn ukrainek kement hag ur youc'h saludiñ, deuet da vezañ un arouez eus rezistañs ha riegezh Ukraina ouzh an tagadennoù estren. Implijet e vez evel youc'h brezel gant Nerzhioù lu Ukraina. Alies e vez respontet gant "Enor d'an harozed!" (ukraineg: Героям слава!, romanekadur: Heroiam slava!, IPA: [ɦeˈrɔjɐm ˈsɫaʋɐ]).
Ar frazenn a zo bet implijet da gentañ e penn kentañ an XXvet kantved gant doareoù disheñvel, kroget e oa da vezañ brudet en Ukraina e-kerzh Brezel Dieubidigezh Ukraina etre 1917 ha 1921. An doare respont "Enor d'an harozed!" a zo deuet war-wel e-kerzh ar brezel dieubidigezh pe nebeut amzer goude er bloavezhioù 1920 e-touez broadelourien Kevre Broadelourien Ukraina.
Eil Brezel-bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-kerzh Dalc'herezh Polonia gant Alamagn goude miz Gwengolo 1939, an aozadurioù ukrainian o devoa tennet gounid eus ar mare evit kas da benn obererezhioù lies ha dont da vezañ kreñvoc'h-kreñvañ. Obererezhioù Aozadur ar Vroadelourien Ukrainan a oa liammet ouzh labourioù ar C'homite Kreiz Ukrainan hag ar skourroù lec'hel harpet gant Alamagn an Trede Reich. Gant an amzer o redek e oa bet diazez ganedigezh ur gwir spered broadel e-touez Ukrainiz er Gouarnamant hollek hag implijet e voe ar youc'h Slava Ukraini gant an holl dud. E miz Gouhere 1940, un Ukrainian a skrive ar pezh a wele e tiriad Włodawa: n'hon eus ket gwelet en hon buhez ur yaouankiz war ar maez ken desket hag aozet. Pep bugel o tremen dirazomp a sav e zorn en ur youc'hal: "Gloar da Ukraina".
E miz Ebrel 1941 en tiriad dalc'het gant Alamagn e Kraków, izili yaouankañ an OUN a oa disrannet diouzh ar peurrest eus ar strollad evit sevel un aozadur nevez, anvet OUN-B evit ober dave d'ar penn politikel Stepan Bandera. Ar strollad a oa unan faskour oc'h adkemer gizioù ar strolladoù-se gant ur salud faskour hag ar frazenn embannet "Enor da Ukraina!" hag ar respont a oa d'ober a oa "Enor d'an harozed!".
An droienn a zo bet mil brudet e-touez ar soudarded eus Ukraina hag o harperien evit reiñ kalon goude Aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022. Al lugan zo ledet dre ar bed-holl dre kengred gant Ukraina.
Implijet eo bet alies gant politikourien Ukraina evel ar prezidant Volodimir Zelenskiy. Implijet eo bet alies ivez gant pennoù bras ar bed evel Ursula von der Leyen, penn ar c'homision europat, Kentañ-ministr ar Rouantelezh-Unanet, Boris Johnson, Kentañ ministrez Zeland-Nevez Jacinda Ardern, Mark Rutte, Kentañ-ministr an Izelvroioù, Kentañ-ministr Kroatia, Andrej Plenković, degemennerez Stadoù-Unanet Amerika, Nancy Pelosi pe Barbara Woodward c'hoazh e-kerzh ur brezegenn dirak Aozadur ar Broadoù Unanet. Implijet eo bet alies gant ar mediaoù evel The Times.