Nancy Pelosi
Nancy Patricia Pelosi, ganet D'Alesandro d'ar 26 a viz Meurzh 1940, zo un ezel eus ar Strollad Demokratel stadunanat. Brudet eo dre m'eo Speaker of the United States House of Representatives (penn kambr ar gannaded) abaoe Genver 2019, ar c'hentañ maouez eo o vezañ er post-se. Da gentañ e oa bet dilennet er C'hongress e 1987, ar vaouez v'halloudusañ eo o vezañ bet dilennet en istor Stadoù-Unanet Amerika. Evel degemennerez e teu da eil da-heul ar besprezidant e-touez ar re a zeufe da vezañ e penn ar vro ma varvfe ar prezidant pe ma ne c'hallfe ket sammañ e garg ken.