Skylla (Megara)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Skilla oc'h orgediñ ouzh Minos

Skylla (Σκύλλα e henc'hresianeg) pe Skilla a oa ur briñsez, merc'h da Nisos, roue Megara, e mojennoù Hellaz kozh. Trubardiñ a reas he zad dre garantez ouzh Minos.

Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kontet eo ar vojenn gant Ovidius er Metamorfozoù. Ar roue Nisos en devoa ur guchennig blev mouk ha ganti e oa difaezhus. Minos, roue Kreta a aloubas rouantelezh Nisos, ha Scylla en gwelas eus mogerioù kêr hag a orgedas kenkent outañ. Evit gounit kalon Minos e fellas dezhi reiñ an trec'h dezhañ o vont da gemer alc'hwez kêr eus kerc'henn d'he reiñ d'he c'haredig Minos.

Heuget e voe an tad gant emzalc'h e verc'h, kuitaat a reas Megara kenkent. Hi a voe troed en evn-mor (ciris), hag he zad a vez atav war he lerc'h, en erer-mor (haliaeetus). (Ovidius VIII, 6-151, esp. 154-151)


Tennañ a ra istor Scylla da hini Comaetho, merc'h Pterelaus.