Mont d’an endalc’had

Pterelaos

Eus Wikipedia

Pterelaos (Πτερέλαος e gregach) a oa roue Tafos e mojennoù Hellaz kozh.

Hennezh en devoa ur vlevenn aour e-kreiz e vlev, hag evit e lazhañ e oa ret troc'hañ ar vlevenn vurzhudus-se.

Pa deuas Amfitryon gant un arme eus Thebai da aloubiñ e vro e voe lavaret dezhañ n'hallje ket kemer e gêr-benn, nemet lazhañ a rafe ar roue a-raok. Hogen, evit lazhañ ar roue, e oa ret troc'hañ ar vlevenn. Un dra dibosupl d'ober eta pa oa Pterelaos a-drek mogerioù e wikadell.

Dre chañs en doa ur verc'h. Ha honnezh, ar verc'h-se, Komaitho hec'h anv, a yeas da droc'hañ ar vlevenn diwar benn he zad, mann nemet dre garantez ouzh Amfitryon. Evit he zrugarekaat e lazhas Amfitryon ar verc'h treitour, hag e roas an inizi d'e genvrezelourien : Kefallenia da gKefalos, hag ar re all da Heleios.