Komaitho

Eus Wikipedia

Komaitho (Κομαιθώ e gregach) a oa merc'h Pterelaos, roue Tafos, e mojennoù Hellaz kozh.

Brezel a oa etre Thebai ha Tafos, hag Amfitryon a oa e penn arme an enebourien. Ne c'helle ket tud Thebai kemer kêr-benn Pterelaos hep e lazhañ, ha n'hallent e lazhañ nemet war-lerc'h troc'hañ ur vlevenn aour a oa e-kreiz e vlev. Aesat tra da ober da verc'h ar roue, Komaitho, a vage karantez ouzh Amfitryon.

Ha hi da droc'hañ ar vlevenn vurzhudus da reiñ an trec'h da mestr he c'halon. Met hennezh a oa soudard da gentañ ouzhpenn ma oa dimezet da Alkmene, chomet er gêr. Evit he zrugarekaat e lazhas Amfitryon ar verc'h treitour, hag e roas an inizi e dalc'h roue Tafos d'e genvrezelourien.