Skourjezañ
Neuz
Ar skourjezañ eo ar reiñ taolioù skourjez. Ur c'hastiz eo bet, hag ur boureverezh. Alies e veze staget an dud kondaonet ouzh ur post, a-wechoù post-ar-vezh, da vezañ skourjezet pe bazhataet.
Kastiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skourjezañ zo bet graet a bell zo hag e meur a vro evit kastizañ an dud. A-wechoù, evit ober muioc'h a boan, e veze staget eskern bihan, pe peget plom, ouzh penn al lêrennoù.
Sed amañ skouerioù eus pegoulz ha pelec'h e veze implijet ar skourjezañ hervez al lezenn:
- E Sparta e veze gwelet evel un amprouenn ma c'halle an den yaouank diskouez e nerzh da stourm ouzh ar boan.
- Er Bibl (Deuteronom 25, 3) e lenner ne veze ket roet ouzhpenn daou-ugent taol gant an Hebreed, ha gant aon a faziañ war ar gont hag evit mirout a vont dreist al lezenn e veze paouezet da skeiñ pa veze kontet nav ha tregont. .
- e Rusia e veze implijet ur skourjez anvet knout; an tsar Pêr Iañ Rusia a lazhas e vab a daolioù knout;
- war al listri saoz e veze skourjezet ar vartoloded disent gant ur skourjez anvet cat o' nine tails (kazh e nav lost); a-wechoù e veze evezhiet gant ur medisin a lakae an abadenn da baouez ma kave dezhañ e c'halle ar martolod kondaonet mervel gant an taolioù.
- da vare ar sklavelezh e veze skourjezet ar sklaved disent. Brudet eo ar skourjezadegoù-se el lennegezh portugalek, er romant A escrava Isaura hag er goñchenn Negrinha,[1] entre meur a hini.
Relijion
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er relijion kristen e vez implijet ar skourjezañ d'ober pinijenn diwar skouer Jezuz a voe skourjezet gant ar soudarded roman, hervez an Aviel. Merzherien zo avat a voe skourjezet d'ar marv, evel Santez Engracia.
Er relijion chiit e vez abadennoù emskourjezañ ivez, gant ar zanjir (chadenn).
- En Tomba Della Fustigazione, ur bez etrusk en Italia, ez eus bet kavet ul livadur ma weler koshañ skeudenn eus skourjezañ un den. Tud zo a gav o flijadur reizhel o skourjezañ tud all, re all o vezañ skourjezet. Unan eus ar parafiliezhioù eo.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
E-touez ar Gozaked