Fellasion
Ur chukadenn[1], zo un darempred revel a vez graet pa vez sunet pe lipet ur c'halc'h un den. Dibluskañ kig a reer ivez eus an ober-se[2].
An ober-se a c'hall bezañ plijus evit an daou berzhiad, hag a c'hell kas an hini zo sunet betek skrijañ[3],[4].
En darn vrasañ eus ar broioù n'eus ket a lezennoù a-enep an ober-se, daoust ma c’hall bezañ un tabou, un dra berzet, e lod sevenadurioù[5].
Lod a c'hall nac'h pe bezañ a-enep an ober-se abalamour d'o choaz personel, d'ar pezh a blij dezho pe get, pe d'un inhibadur revel[5]. Peurliesañ ne weler ket an ober-se evel un dra hag a laka an eil pe egile eus ar berzhidi da goll e werc'hted, daoust ma c'hall bezañ menoioù disheñvel diwar-benn ar c'hraf-se[6],[7].
An ober[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur flouradenn hepken e c'hall bezañ, evit lakaat ar c'hoant da sevel, a-raok stagañ gant oberoù all. Gallout a ra bezañ un doare da lakaat ar gwaz da strinkañ e sper, pe er genoù pe e-kichen.
Implijet e vez evit reiñ plijadur hag a-wechoù, ouzhpenn, evit mirout a gaout bugale. Unan eus doareoù an hilastalañ eo neuze ivez.
Riskloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Aliet hag erbedet e vez diwall diouzh kleñvedoù a c'hallfe tremen eus an eil d'egile evel-se gant tud ha ne daolfent ket pled a-walc'h ouzh o naetadurezh.
C'hoarvezet ez eus bet gant gwazed bezañ spazhet gant dent o c'henc'hoarier(ez) : un ober a fiziañs eo bezañ chuket eta.
Emsunañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An emsunañ zo ur chukadenn graet gant ur gwaz dezhañ e-unan. Daoust ma seblant dibosubl e vez diskouezet en arz a-wechoù.
Kalc'hsunerezh en Henc'hres
Mirdi al LouvreE Japan
Taolenn savet diwar gwastilli ha gwispid, 2004
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (fr) Thierry Leguay, Histoire raisonnée de la fellation, GECEP/Le Cercle, 1999 (ISBN 978-2-913563-04-9)
- (fr) Franck Evrard, De la fellation dans la littérature, Paris, Le Castor astral, 2000 (ISBN 978-2-85920-404-4)
- (fr) Gazette du Palais, n° 211, 30/07/2002, p. 33 : notenn dindan « Chambre criminelle de la Cour de cassation française », 22/08/2001, 01-84024.
Pennadoù-kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Martial Ménard, Geriadur Ménard, FELLATION, p. 569.
- ↑ Geriadur ar brezhoneg a-vremañ, Skol Vreizh, 1992.
- ↑ (en) Wayne Weiten, Margaret A. Lloyd, Dana S. Dunn, Elizabeth Yost Hammer (2008). Psychology Applied to Modern Life: Adjustment in the 21st century. Cengage Learning, p. 422 IPatrom:SBN
- ↑ (en) Janell L. Carroll (2009). Sexuality Now: Embracing Diversity., Cengage Learning. pp. 265–267 (ISBN 978-0-495-60274-3)
- ↑ 5,0 ha5,1 (en) Janell L. Carroll (2009). Sexuality Now: Embracing Diversity.], Cengage Learning. pp. 265–267 (ISBN 978-0-495-60274-3)
- ↑ Laura M. Carpenter, Virginity lost: An Intimate Portrait of First Sexual Experiences, NYU Press. 2005, pp. 295 (ISBN 978-0-8147-1652-6)
- ↑ Bryan Strong, Christine DeVault, Theodore F. Cohen. The Marriage and Family Experience: Intimate Relationship in a Changing Society, Cengage Learning. p. 186 (ISBN 978-0-534-62425-5)