Post-ar-vezh


Post-ar-vezh, pe post-an-dalc'h, pe post-ar-c'holier, pe post-an-dro-c'houzougr, a oa ur post, e koad pe e maen, savet e-kreiz ur gêr, hag a veze staget outañ an dud kondaonet gant al lez-varn evit ober dezho ur vezhekadenn dirak ar bobl. Gallout a rae an den kondaonet chom stag aze pe un nebeud eurvezhioù hepken, pe meur a zevezh, dindan ar seizh amzer.
Peurvuiañ e veze taolet legumaj brein, loened marv pe mein, d'an dud diskouezet evel-se. A-wechoù e varvent gant an taolioù plantet gant an dremenerien, dreist-holl ma vezent tamallet da vezañ muntrerien griz.
Hiriv c'hoazh e weler darn anezho, graet e mein, e kêrioù zo en Europa.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Meneget eo bet postoù ar vezh e meur a vro e-kreiz ar Grennamzer.
- E romant Victor Hugo, Notre Dame de Paris, e oa bet staget Quasimodo ouzh post ar vezh, hag Esmeralda an hini a zeuas da reiñ da evañ dezhañ.
- E Salvador da Bahia e Brazil, eo brudet karter ar Pelourinho (post ar vezh e portugaleg), a zeuer da weladenniñ eus pevar c'horn ar bed. Gwechall e veze diskouezet gant an drevadennerien ar sklaved kastizet ouzh post ar vezh.
Kelc'henn wanañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
A-lies e veze graet gant un doare bihanoc'h, plenk a veze lakaet en-dro da zaouarn pe divc'har an den kondaonet, ur gelc'henn goad anvet kelc'henn-wanañ.
Ur skrivagner meur staget ouzh post ar vezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lakaet e oa bet Daniel Defoe, oberour Robinson Crusoe, ouzh post ar vezh e Charing Cross abalamour d'e flemmskrid, "The shortest Way with the Dissenters" (Penaos ober gant an eneberien ar buanañ ma c'heller), ma kinnige lazhañ an dud na oant ket a-du gant ar gouarnamant. Bleunioù a voe taolet dezhañ gant ar bobl.
Maouezed staget ouzh post ar vezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E-touez ar maouezed staget ouzh post ar vezh e c'haller menegiñ Magdalena Rudenschöld, ur vaouez a Sveden, en XVIIIvet kanved.