Pelourinho

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar Praça Terreiro de Jesus, er Pelourinho.
Tier er Pelourinho: ar mirdi, en tu kleiz. En glas, ti ar skrivagner Jorge Amado.

Ar Pelourinho (post-ar-vezh e brezhoneg) zo ur c'harter istorel eus kêr Salvador da Bahia, kêr-benn stad Bahia, e Brazil. Dont a ra an anv eus ar post-ar-vezh a veze aozet eno er XVIIvet kantved da skourjezañ ar sklaved dirak an holl.