Sioux Falls
Sioux Falls (distaget: [ˌsuː ˈfɔːlz]), íŋyaŋ okábleča otȟúŋwahe e lakotaeg, eo kêr vrasañ stad South Dakota e Stadoù-Unanet Amerika. Bez' e oa 153 888 a annezidi e 2010 hag a vras e vefe 183 200 anneziad e 2018. Krouet eo bet anv Sioux Falls en ur mod ofisiel e 1856.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Istor Sioux Falls a zo liammet gant lammoù-dour Big Sioux. Al lammoù-dour a oa bet krouet e-tro 14 000 bloaz e-pad ar marevezh skornek ziwezhañ. Ergerzherien ha beajourien gall o devoa gweladennet al lec'h e penn kentañ an XVIIIvet kantved. Ar c'hentañ gweladenn (gant mammennoù) gant Amerikaned ( gant hendadoù europat) a voe gant Philander Prescott, hag a gouskad eno un nozvezh e-kichen al lamm-dour e miz Kerzu 1832. Ar Chabiten James Allen a oa bet penn un ergerzadenn vilourel e Fort Des Moines e 1844. Jacob Ferris en devoa diskrivet al lammoù-dour en e levr embannet e 1856 anvet "The States and Territories of the Great West".
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kêrioù gevellet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr |
---|---|
![]() |
Potsdam |
![]() |
An Srath Bán |
![]() |
Sourgout |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (en) Lec'hienn ofisiel