Sepp Dietrich
Josef "Sepp" Dietrich (28 Mae 1892 – 21 Ebrel 1966) a oa ur politikour hag ur jeneral SS alaman eus an Trede Reich. Degemeret e voe en NSDAP e 1928 ha dilennet er Reichstag eus Republik Weimar e 1930. Bleiner ha gward-korf Adolf Hitler e oa Dietrich betek 1929.
Daoust ma ne reas ket studioù milourel, Dietrich a dizhas, evel Paul Hausser, ar rank a ofiser uhelañ er Waffen-SS, skourr kadour an SS. Evel Oberst-Gruppenführer e renas unvezioù ken bras hag un arme a-bezh e-pad an Eil Brezel-bed. Evel penn-ofiser ar 6vet Panzerarmee en Emgann Ardennoù, e tougas ar giriegezh evit lazhadeg Malmedy, e lec'h ma voe lazhet prizonidi brezel e Kerzu 1944.
Goude ar brezel, ul lez-varn amerikan a varnas Dietrich evel kiriek a dorfedoù brezel e-kerzh breud lazhadeg Malmedy. Goude e zieubidigezh eus bac'h Landsberg e 1955 e voe oberiant en HIAG, ul lobby savet gant izili kent ar Waffen-SS. Mervel a reas e 1966.