Senatus Populusque Romanus
E Roma an Henamzer e veze krennet alies ar ger-stur Senatus PopulusQue Romanus (a dalvez kement hag Ar Sened hag ar Bobl Roman) e S.P.Q.R., arouez ar Republik roman, ha hini an Impalaeriezh roman. Muioc'h eget nep arouez all e talveze ar pevar ger-mañ kement hag aotrouniezh ar Stad roman, evel ma c'hall ur banniel bezañ hiziv an deiz evit ar Stadoù pe ar Pobloù.
Bez' e oa anezhi arouez unvaniezh ar Sened gant diskennidi kompagnuned Romulus, krouer mojennel kêr Roma, hag ar bobl roman, elfenn bouezusañ ar Republik, hollad ar geodedourien.
Lakaet e veze ar ger-stur-mañ war ar savadurioù foran, evel war talbennoù an temploù, ar bolzioù-enor, hag all. Sur a-walc'h e veze implijet war bannieloù an armeoù ivez. Dre vras, kement tra bet savet pe sevenet gant ar Stad a c'halle kaout ar merk-se warnañ.
Anv ofisiel ar Republik e oa an termen Senatus Populusque Romanus.
C'hoazh e vez implijet hiziv al lizherennoù S.P.Q.R. war skoed-ardamez kêr Roma, ha war ar savadurioù foran.
Gant ar brudet m'eo chomet al lizherennoù-mañ a-hed an amzerioù ez eus bet ijinet forzhik bourdoù diwar o fenn, en Italia peurgetket evel, da skouer :
- "Sono pazzi questi Romani" - "Sot eo ar Romaned-mañ." Troienn implijet-kenañ e troidigezhioù italianek Asteriks.
- "Sono Porci Questi Romani" - "Ar Romaned-mañ n'int nemet moc'h."
- "Solo pago quando ricevo" - "Ne baean nemet pa vezan paeet."
- "Solo preti qui regnano," - "N'eus nemet ar veleien zo mestr amañ."
Ur c'hoari gerioù all gant an doienn war an tu mat ha war an tu gin diouzhtu goude : "SPQR - RQPS:" "Sapete Più o meno Quanto Rubiamo? - Rubiamo Quanto Possiamo Senza Parole." - "Ha gouzout ha rit dre vras pegement a vez laeret ganeomp? - Laerezh a reomp kement ha ma c'hallomp, hep rannañ grik."
Implijet e vez ivez e saozneg : "Small Profits, Quick Returns." - "Gounidoù bihan, distroioù prim".