Scum (c'hoari video)
| Tachenn | c'hoari video dreistbevañ |
|---|---|
| Diorroer | Gamepires, Croteam |
| Ti-embann | Devolver Digital, Gamepires, Jagex |
| Savenn | Microsoft Windows |
| Deiziad embann | 17 Mez 2025 |
| Bro orin | Kroatia |
| Dasparzher | Humble Store, Steam |
| Lec'h an istor | Kroatia |
| Doare c'hoari | c'hoari video liesc'hoarier |
| Lusker grafik | Unreal Engine 4 |
| Trobarzhell dont tre | logodenn |
| Diaz embann | embannadur niverel |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.scum.game/ |
| FAQ URL | https://steamcommunity.com/app/513710/discussions/9/2269194081610846135/, https://steamcommunity.com/app/513710/discussions/0/1742216566128125398/ |
| A implij | Easy Anti-Cheat |
| Patrom aferioù | early access |
| Endro e-lec'h e tispak | enezenn faltaziek |
Scum zo ur c'hoari video dreistbevañ liesc'hoarier en ur bed digor[1], sevenet gant ar studio Gamepires, eus Kroatia. Produet eo bet gant Croteam hag embannet gant Devolver Digital. Embannet eo bet dre ar stumm Early Access war ar savenn Steam.
Hervez sevenerien ar c'hoari ez eo Scum ur c'hoari "dreistbevañ emsavadeg toull-bac'h" gant ur bed digor. Degemeret eo bet e programm ar Steam's early access d'an 29 a viz Eost 2018. Da vezañ embannet dre un doare leun eo er bloavezh 2019. Implijet eo bet al lusker c'hoari video Unreal Engine 4.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An istor a dremen e Kroatia, a-benn nebeut bloavezhioù. Un studio skinwel,TEC1, a zo prest da embann un eil koulzad eus "Scum" un abadenn skinwel gwirion feuls. Prizonidi a zo kaset war un enezenn hag a rank dreistbevañ evit dont a-benn da derc'hout diouzh al lec'h.
Berzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Berzh bras a zo bet gant ar c'hoari Scum: 250 000 kopienn gwerzhet e doug ar 24 eurvezh kentañ, 700 000 en ur sizhun, hag ur milion kopienn en trede sizhun goude digoradur an early access.