Mont d’an endalc’had

Scarborough

Eus Wikipedia
Kastell Scarborough, Yorkshire

Scarborough zo un anv-lec'h saoznek, eus Bro-Saoz, hag a gaver e broioù all ivez.

Saoznekadur un anv viking eo Scarborough.
E sagaoù ar Vikinged e kaver ar menegoù kentañ eus anv hen Scarborough : Skarthborg eo e Kormaksaga, Flateyjarbok, ha Skarthabork en Orkneyingasaga.
Eus ar ger borg, "kreñvlec'h", e teu borough (gwelit Edinburgh, "Kreñvlec'h Edin") ; kement ha "Kreñvlec'h Skarthi" e talvez Scarborough.
Hervez Kormaksaga, daou vreur viking anvet Kormak ha Thorgils a yeas da breizhañ Iwerzhon, Bro-Saoz ha Kembre, hag ur c'hreñvelc'h anvet Skarthborg a savjont war aod reter Bro-Saoz. Lesanv Thorgils e oa Skarthi, "Boulc'heg", alese anv al lec'h.
E servij ar roue Harald Grafeld, a renas war Norvegia eus 960 betek 965, e oa an daou vreur ; e kreiz en Xvet kantved e voe diazezet kêr Scarborough neuze.
Ne voe ket ar Vikinged ar boblad kentañ e Scarborough avat ; hep mar e oa un drevadenn Angl-ha-Sakson eno pa erruas ar Vikinged, hag ul lec'h-evezhiañ roman a oa bet da vare an Impalaeriezh roman[1].
Banniel Aostralia Aostralia
Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
Kanada
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Banniel Suafrika Suafrika
Banniel Trinidad ha Tobago Trinidad ha Tobago

E Mor Su Sina emañ Karreg Scarborough, un atoll arc'het gant meur a vro.