Savielly Tartakower
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs, Polonia |
Bro sport | Polonia, Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Xavier Tartakover |
Anv-bihan | Xavier, Савелий, Savielly |
Anv-familh | Tartakower |
Deiziad ganedigezh | 22 C'hwe 1887 |
Lec'h ganedigezh | Rostov-an-Don |
Deiziad ar marv | 5 C'hwe 1956 |
Lec'h ar marv | 10th arrondissement of Paris |
Lec'h douaridigezh | Cimetière de Pantin |
Yezhoù komzet pe skrivet | rusianeg, galleg, alamaneg, yideg, poloneg |
Yezh implijet dre skrid | rusianeg, galleg, alamaneg |
Micher | c'hoarier echedoù, skridarnodour, kazetenner, barzh |
Title of chess person | Grandmaster |
Bet war ar studi e | Collège Calvin, University of Vienna |
Diplom skol-veur | Doctor of Juridical Science |
Sport | echedoù |
Brezel | Brezel-bed kentañ, Eil Brezel-bed |
Oberenn heverk | A Breviary of Chess |
Luskad | hypermodernism |
Ezel eus | France libre |
Skrivet en deus evit | Wiener Schachzeitung |
Savielly (Xavier) Grigoryevitch Tartakower a zo bet ganet d'an 22 a viz C'hwevrer 1887 e Rostov-war-Don en un tiegezh aostrian-poloniat ha marvet d'ar 4 a viz C'hwevrer 1956 e Pariz (Bro-C'hall).
E dud, yuzev, a voe drouklazhet dirazañ e-doug ur pogrom pa oa 12 vloaz.
Kemer a reas perzh er Brezel bed kentañ en armeoù aostro-hungariat. Dont a reas goude da Vro-C'hall. Dibab a reas neuze bout keodedour poloniat, daoust dezhañ bout divarrek war ar poloneg. E-pad an Eil Brezel Bed e kemeras perzh er Rezistañs dindan an anv-brezel Cartier. Goude an Eil Brezel Bed, ne faotas ket dezhañ distreiñ da Bolonia, deut da vout komunour. Broadet e voe Gall.
Meurc'hoarier echedoù gall-poloniat. Kelenn a reas da Miguel Najdorf. Kemer a reas perzh en ur bern tournamantoù etrebroadel gant disoc'hoù a-zoare, da skouer e Vienna (1923), e Londrez (1927) hag e Hastings (1946).
Skrivet e voe gantañ ur yoc'h pennadoù er c'hazetennoù arbennik ha kalz a levrioù ivez.
Un digoradur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ijinet oa bet gantañ an digoradur-mañ, diwar an Digoradur Hollandat:
1.d4 f5
2.e4 fe
3.Mc3 Mf6
4.g4
Oberennoù skrivet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Savielly Tartakower, La partie d'échecs hypomoderne;
- Savielly Tartakower, The Tree of Chess Knowledge;
- Xavier Tartacover, Tartakover vous parle, Petite Bibliothèque Payot, Embannadurioù Payot, Pariz.
- Savielly Tartakower ha Julius du Mont, 500 Master Games of Chess, Dover Publications, June 1, 1975, ISBN 0-486-23208-5. (bet embannet a-raok e div levrenn gant G. Bell & Sons, 1952.)
- Xavier Tartacover, Bréviaire des échecs, Livre de Poche, ISBN 2-253-04620-5, unan eus ar gwellañ levrioù kinnig e galleg.
- Savielly Tartakower, My Best Games of Chess 1905-1954, Dover Publications, 1985, ISBN 0-486-24807-0. Klok-kenañ eo al levr-mañ.
- Xavier Tartakover, a gevred-gant Maurice Beaucaire, Pierre Vincent, ha Fred Lazard, Pour apprendre à jouer aux échecs, Embannadurioù Bornemann, Pariz, 1976.