Mont d’an endalc’had

Santos Urdinarán

Eus Wikipedia

Santos Urdinarán (lesanvet Vasquito), bet ganet d'an 30 a viz Meurzh 1900 e Montevideo (Uruguay) hag aet da Anaon d'ar 14 a viz Gouere 1979 er memes kêr, a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat (askeller dehou peurliesañ e bost dezhañ war an dachenn).

Chomet e oa da c'hoari, a-hed e vicher, en Uruguay :

Ur wech warn-ugent en devoa douget krez La Celeste[1] etre 1923 ha 1932, ha merket ur pal.

Krogadoù a vignoniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemeret en devoa perzh Santos Urdinarán e tri dalc'h hag aet ar maout gantañ e 1923 hep c'hoari munutenn ebet e-kerzh ar genstrivadeg !

Ezel e oa eus skipailh Uruguay p'en devoa gounezet e 1924. C'hoariet e voe an holl grogadoù en Estadio Gran Parque Central (Montevideo) ha sed amañ da-heul ar re en devoa kemeret perzh enne :

Ezel e oa eus skipailh Uruguay p'en devoa gounezet e 1926. C'hoariet e voe an holl grogadoù en Campos de Sports de Ñuñoa (Santiago de Chile) ha sed amañ da-heul ar re en devoa kemeret perzh enne :

Ezel e oa eus ar skipailh a yeas ar vedalenn aour gantañ da-geñver C'hoarioù Olimpek hañv 1924 (e Pariz, Bro-C'hall) ha C'hoarioù Olimpek hañv 1928 (en Amsterdam, Izelvroioù).

Kemeret en devoa perzh en un dalc'h hepken :

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Uruguay.