Jozef (Testamant Nevez)
Neuz
(Adkaset eus Sant Jozeb)
Jozef Nazaret, pe Jozeb, pe Sant Jozef, eo pried ar Werc'hez Vari en Aviel, ha tad-mager Jezuz.
N'eo ket ken brudet hag e wreg, met kavout a reer un delwenn pe ur werenn-livet anezhañ en tostik holl ilizoù Breizh. Kalvez e oa eñ eus e vicher, o chom e Nazaret .
En Aviel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Enoret e vez evel "patron al labourerion" hag an "tadoù a familh".
Gant an dud digristen e vez graet "patron an doganed" anezhañ ivez.
E miz Meurzh an hini eo e vez pedet Sant Jozef, abalamour d'e ouel a zo d'an 19.
Skridoù brezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An deoliezh anezhañ a zo bet harpet gant un nebeud embannennoù brezhonek:
- 1910 Miz Sant Jojeb, gant an Aotrou Gouron, person Gregam, 272 p.
- 1868 Buez ha vertuziou sant Jozef, gant an Aotrou Kerlan, person Pouldreuzig (eil embannadur), 394 p.
Anv-lec'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Meur a skol gatolik zo bet anvet Skol Sant Jozef, hini Lannuon zo brudet gant al levr Pikoù, mab e dad.
Bokedoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Sant Jozef hag ar Mabig Jezuz. Skol liverezh Cuzco.
-
SantJozef e liorzh ar skolaj Sévigné, e Porto Alegre, Brazil.