Sant-Andrev-Trizek-Hent

Sant-Andrev-Trizek-Hent | ||
---|---|---|
![]() | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Saint-André-Treize-Voies | |
Bro istorel | Marzioù Breizh | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Vande | |
Arondisamant | La Roche-sur-Yon | |
Kanton | Aizenay | |
Kod kumun | 85P07 | |
Kod post | 85260 | |
Maer Amzer gefridi | Damien Grasset 2014-2015 | |
Etrekumuniezh | Terres-de-Montaigu, communauté de communes Montaigu-Rocheservière | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 406 ann. (2014)[1] | |
Stankter | Kemennad faziek : arouezenn boentadouiñ dianav "{" ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 33 m — brasañ 69 m | |
Gorread | 18,96 km² | |
kemmañ ![]() |
Sant-Andrev-Trizek-Hent (Saint-André-Treize-Voies e galleg) a oa, betek 1789, ur barrez eus Marzioù tu kreñv da Vreizh, en eskopti Naoned, hag un drev eus Henwinieg. Daoust da se, pa oa bet savet an departamantoù, e oa bet staget, a-enep d'he youl, ouzh departamant ar Vande, ma oa Fontenay-le-Comte an hini e oa ar pennlec'h d'an ampoent, stummet diwar ul lodenn eus Poatev-Izel[2].
Kendeuzet e voe gant div gumun all d'ar 1añ a viz Genver 2016 d'ober ur gumun nevez : Montréverd[3].
An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dont a rafe an droienn "treize voies", a gaver en anv gallek, eus ur stumm rannyezhel eus "trois voies", dre ma oa diazezet ar barrez e kroashent « tri hent ».[4]
E galleg e vez graet "Trévois" eus annezidi ar gumun, da lavaret eo "annezidi an drev" (treviz), dre ma oa Sant-Andrev un drev (ur rann) eus parrez Henwinieg a zo-hi chomet e Breizh[5].
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (fr) Saint-André Treize Voies : une trêve bretonne en Bas-Poitou (ABP)
- (br) Sant-Andrev-Trizek-Hent war lec'hienn Geobreizh
- (fr) Pennad diwar-benn Sant-Andrev, el lec'hienn Karrikell
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Alain Pennec, De la Bretagne aux départements, Histoire d'un découpage, Skol Vreizh niv.14, 1989, p.35.
- ↑ (fr) Arrêté n°15-DRCTAJ/2-649 portant création de la commune nouvelle « Montréverd », 18 Kerzu 2015.
- ↑ Blog Karrikell
- ↑ Lec'hienn ar gumun