Mont d’an endalc’had

Marc Augier

Eus Wikipedia
Saint-Loup
Marc Augier
Anv ofisiel Marc Augier
Anv pluenn M.-A. de Saint-Loup, Saint-Loup
Obererezh Skrivagner, Kazetenner, Politikour, Luour, Alpaer
Ganedigezh e 1908
e Bourdel, Bro-C'hall Bro-C'hall
Marv e 1990
e Pariz, Bro-C'hall Bro-C'hall
Yezh skrivañ Galleg, Spagnoleg
Oberennoù pennañ
La nuit commence au Cap-Horn
Le ciel n'a pas voulu
Les volontaires
Plus de pardon pour les Bretons
Traoù ouzhpenn
J'ai vu l'Allemagne
La Division Azul
La république du Mont-Blanc
Les copains de la belle étoile
Les skieurs de la nuit
Les hérétiques
Les partisans
Solstice en Laponie
Sergent Karacho (...)


Saint-Loup, ha Marc Augier e anv kefridiel, a voe ur skrivagner gall, bet ganet d'an 19 a viz Meurzh 1908 e Bourdel ha marvet d'ar 16 a viz Kerzu 1990 e Pariz. Kenlabourer gant an Trede Reich, e oberenn a voe levezonet gant ar vroadelouriezh, ar baganiezh hag ar sokialouriezh ha gant an amzer a vuhezas evel luour-alpaer ha kazetenner gant al LVF pe ar Waffen-SS.

Yaouankiz ha Kenlabourerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab d'ur familh a vourc'hizion e voe e lise Victor Hugo e Bourdel e-men e tremenas e vachelouriezh e 1926. Ur yalc'had a c'hounezas evit deskiñ bleniañ kirri-nij. E 1928 e krouas ur c'hlub moto e Bourdel. Un alpaer donezonet e teuas da vout en e yaouankiz. Evel sportour meur e reas baleadennoù e menezioù Bro-Laponia er bloavezhioù 30. Unan eus krouerion an Auberges de la jeunesse ("Herberc'h ar Yaouankiz") e voe e Bro-C'hall.

Plijet gant Bro-Alamagn e-korf ur veaj e 1929, an aduad sokialour-se a genlaboure gant kazetennoù eus an tu-kleiz evel La dépêche du Midi a zeuas da vout ur mignon d'ar gealiadurezh vroadsokialour (nazi) goude bout lennet levrioù Alphonse de Châteaubriant. An naziegezh a hañvalas da Varc Augier bout un distro er vammenn bagan Europa.

E-pad amzer an Eil Brezel-bed, Marc Augier a voe e penn al luskad Jeunes pour l'Europe nouvelle ("Tud yaouank evit un Europa nevez") ha penn ar gelaouenn nazikar La Gerbe. Ezel eus burev politikel ar strollad broadelour ha kenlabourer Parti populaire français ("Strollad Poblek Gall") eus Jacques Doriot ez emezelas el Légion des volontaires français (LVF - "Lejion ar youlidi c'hall") e miz Gouhere 1942. Gloazet e voe en emgann. Mont a reas da Vro-Alamagn e 1944 evit dont da vout Waffen-SS war talbenn ar Reter. E 1945 e oa e Bro-Italia. Barnet e voe d'ar marv dre zesfailh, d'ar 15 a viz Du 1948 evit bout kenlabouret gant an Trede Reich.

Ar skrivagner

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-maez ar vuhez foran war-lerc'h 1945 hag o vevañ en un doare kuzh en abatioù 'zo eus meur a vro europat ez embannas ur romant e 1946, Face Nord ("Talbenn an Norzh") an titl anezhañ, dindan an anv-pluenn M-A de Saint-Loup a-benn paeañ e harlu da Rio de Janeiro da gentañ ha da Vro-Arc'hantina war-lerc'h. Ar romant-se a zezrevell buhez ur gouron alpaer e luskadoù ar yaouankiz e-pad ar brezel. Berzh a reas e Bro-C'hall.

Distreiñ a reas da Vro-C'hall e 1953, digastizet ma voe gant ar Stad. Embann a reas e romant La Nuit commence au Cap Horn ("Kregiñ a ra an noz e Kap-Horn"), e oa darbet dezhañ gounit ar priz Goncourt kent ma voe diskouezet identelezh faskour e skrivagner gant ar gelaouenn Le Figaro Littéraire. Ar skrivagnerez Colette an hini nemeti eo a gendalc'has da vouezhiañ evitañ.

Meur a levr a skrivas Saint-Loup da c'houde. Embann a reas meur a hini a-zivout al LVF evel Les Volontaires ("Ar youlidi") pe a-zivout ar Waffen-SS gall evel Les Hérétiques ("An disivouderion") pe Les Nostalgiques ("An hiraezherion"). Enno e rent klod d'an emouestelañ, d'ar perzhioù gourel ha d'ar baganiezh hag e tag taer ar gristeniezh hag an demokratelezh.

Er bloavezhioù 80 e voe muioc'h dedennet gant ar broadoù bihan evel hini ar Vrezhoned gant Plus de pardon pour les Bretons ("Pardon ebet ken evit ar Vrezhoned") pe ar Suised gant La République du Mont-Blanc ("Republik ar Menez Gwenn") evit difenn ar pezh a rae "mammvroioù kigel" anezho ("Patries charnelles" e galleg).

Deuriet bras gant ar Vrezhoned hag an doare ma vefe chomet bev ar baganiezh ha vertuzioù ar Gelted kozh e kristeniezh ha sevenadur Breizh, Saint-Loup en doa skrivet ur bern testennoù evit komz diwar-benn ar Vrezhoned en doa anavezet evel Goulven Pennaod[1] pe Jean Benvoar en e romant Les Nostalgiques[2]. Dudenn ar beleg en e romant Plus de pardon pour les Bretons zo bet levezonet gant hini Yann-Vari Perrot.

Mervel a reas e Pariz e 1990, d'an oad a 82 vloaz.

  • Solstice en Laponie, Marc Augier, Embannadurioù Contadour, 1940 ;
  • J'ai vu l'Allemagne, Marc Augier, Emb. Sorlot, 1941 ;
  • Les copains de la belle étoile, Marc Augier, Embannadurioù Denoël 1941 ;
  • Les skieurs de la nuit, Marc Augier, Embannadurioù Stock, 1944 ;
  • Face Nord, Plon, 1946 ;
  • Renault de Billancourt, Amiot-Dumond, 1955 ;
  • Marius Berliet, l'inflexible, Presses de la Cité, 1962 ;
  • Les volontaires, Presses de la Cité, 1963 ;
  • Les hérétiques, Presses de la Cité, 1965 ;
  • La nuit commence au Cap Horn, Presses de la Cité, 1965 ;
  • Les nostalgiques, Presses de la Cité, 1967 ;
  • Dix millions de Coccinelles, Presses de la Cité, 1968 ;
  • Le sang d'Israël, Presses de la Cité, 1970 ;
  • Plus de pardon pour les Bretons, Presses de la Cité, 1971 ;
  • Les voiliers fantômes d'Hitler, Presse de la Cité, 1973 ;
  • La Division Azul, Presses de la Cité, 1978 ;
  • Le ciel n'a pas voulu, Presses de la Cité, 1979 ;
  • La République du Mont-Blanc, Embannadurioù La table ronde, 1982 ;
  • Nouveaux cathares pour Montségur, Emb. Avalon, 1986 ;
  • Sergent Karacho, emb. le Flambeau, 1994 ;
  • Hitler ou Juda, Cercle du Chêne, 2007 (Embannet e 1977 e spagnoleg)

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. « Goulven Pennaod n'avait pas quinze ans en 1943. Ne pouvant rallier la Waffen SS, il s'était inscrit aux jeunes de l'Europe nouvelle. Prison Jacques Cartier à Rennes en 1945. Cinq ans d'indignité nationale en raison de sa jeunesse. (...) Il se retrouve au Pays de Galles, soldat dans l'armée secrète des séparatistes. (...) Il traîne sa nostalgie de la guerre qu'il n'a pas faite aux côtés du IIIème Reich socialiste. Ce socialiste anti-communiste se console en contractant un engagement pour l'Indochine pour, disait-il, "continuer la croisade anti-bolchevique" » Saint-Loup, Les Nostalgiques, 1967
  2. Al lodenn a-zivout Jean Benvoar zo bet troet gant Fabrice Coupechoux hag embannet e niverenn 18 Nidiad (Ebrel 2014).