Mont d’an endalc’had

Ryô Saeba

Eus Wikipedia

Ryô Saeba (冴羽 獠, Saeba Ryō), adanvet Nicky Larson er stumm galleg eus ar stirad tresadennoù-bev, zo un dudenn ijinet gant ar Japanad Tsukasa Hōjō e 1985. Er mangaioù City Hunter hag Angel Heart ez eo an haroz.

Brudet eo dre e lesanv « City Hunter » (シティハンター, Shiti Hantā). Ober a ra eus e labour "naetaer" : difenn an dud (maouezed koant dreist-holl) rak tudennoù vil (yakuza, goprsoudarded). E enebour pennañ eo Umibôzu, un den ramzel hanter-dall. Sot eo gant ar merc'hed, ne baouez ket da verc'hetañ.

Taolenn lec'h ma vez goulennet sikour gant City Hunter en ur skrivañ XYZ

Arbennikaet eo Ryô Saeba war armoù a-bep seurt, eus ar gontell stourm betek an danvezioùtarzh pe ar bannerezed-roketennoù. A-raok bezañ ar City Hunter eo bet ur bugel soudard en Amerika ar Su ; dre-se ez eo bet rediet da zeskiñ penaos implijout armoù a bep seurt evit dreistbevañ. Ryô en deus un arsanailh ramzel en e di : pistolennoù, fuzuilhoù-arsailh, fuzuilhoù-resisted, mindrailherezioù, greunadennoù, bannerezed-roketennoù. Evit gourdoniñ e kaver ur stand tennañ dindan ar skraper-oabl.

Arm pennañ ar City Hunter a zo ur revolver Colt Python e .357 Magnum, kemmet gant Ken'ishiro Mashiba, ur saver armoù brudet eus Japan. En dougen a ra en un holster skoaz. Ne vez ket gwelet biken an haroz hep an arm-se.