Rous Kiev

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Principalities of Kievan Rus' (1054-1132).jpg

Rous Kiev, pe Rus Kiev, pe Stad Kiev, pe Priñselezh Kiev zo ur briñselezh slav a zo padet eus an an IVvet kantved betek an XIIIvet kantved, hag a zo bet bruzunet goude gant aloubadeg ar Vongoled, adal 1223 ma voe peurziskaret a-benn 1240. Rous eo ar c'hoshañ stad boutin d'an teir stad slav a hiriv, Belarus, Rusia, hag Ukraina.

Savet e oa bet gant ar Vareged, renet, hervez ar vojenn, gant ar penn viking Riourik, ha diazezet e Novgorod. Dont a ra an anv Rous eus ar ger varegek rodslagen (« bro ar stur »).

E dibenn an IXvet kantved e voe lakaet ar gêr-benn e Kiev, ur gêr slav kemeret gant ar Vareged en 864, hag a oa, betek neuze, sujet d'ar bobl Khazar, ur bobl turk, kantreerien anezho. En XIvet kantved eo Rous Kiev a oa brasañ stad Europa, adal ar Mor Du betek ar Volga, Pologn, Lituania. Liesseurt e oa, gant pobloù slav, german, finn, ha balt.