Roman Filipov
Roman Nikolayevich Filipov (rusianeg: Рома́н Никола́евич Фили́пов), ganet d'an 13 a viz Eost 1984 ha marvet d'an 3 a viz C'hwevrer 2018, a oa un nijour milourel rusian en em lazhas goude bezañ bet gloazet ur wech tizhet ha pilet e garr-nij Su-25SM gant ur misil tennet gant islamourien e Proviñs Idlib, e Siria d'an 3 a viz C'hwevrer 2018. Filipov a zo bet enoret gant medalenn harozed Kengevread Rusia.
Marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Filipov a oa deuet a-benn da lammañ eus ar c'harr-nij. Ur wech war an douar e oa bet o talañ ouzh milisianed. N'en devoa nemet ur bistolenn Stechkin evit en em zifenn. Komz a rae ouzh ar radio e-pad an tennoù. Embannet en doa bezañ bet lazhet daou islamour. Ur wech tizhet don e oa emdarzhet gant ur c'hreunadenn. E c'herioù diwezhañ hervez filmig ar milisianed a oa bet "Se 'zo evit hor baotred".
Buhez prevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Filipov a oa dimezet hag en devoa ur verc'h.