Mont d’an endalc’had

Roger Holeindre

Eus Wikipedia
Roger Holeindre e 2019

Roger Holeindre, ganet d'an 21 a viz Meurzh 1929 e Corrano (Korsika) hag aet da Anaon d'an 30 a viz Genver 2020 e Vaucresson (Hauts-de-Seine), a oa ur soudard, kazetenner ha politikour gall.

Micherour er vetalurgiezh, isofiser a-youl-vat e voe e-kerzh brezelioù Indez-Sina hag Aljeria. Enoret e vo alies evit e obererezh. Harper d'an Impalaeriezh c'hall, kemer a reas perzh en OAS, toullbac'het e voe meur a vloaz. Goude an toull-bac'h e teuas da vezañ kazetenner ha skrivagner.

E 1972, goude bezañ bet krouet meur a aozadur eus an tu-dehoù pellañ, kemer a reas perzh e savidigezh ar Front national ha bet eo besprezidant ar strollad e-pad ul lajadig amzer. Kannad e voe evit ar Seine-Saint-Denis eus 1986 betek 1988 ha kuzulier rannvro e voe ivez evit an Île-de-France etre 1992 ha 2010. Kamalad Jean-Marie Le Pen met enebet eo daonet d'ar verc'h Marine hag a glask sioulaat skeudenn ar strollad. Kuitaat a ra an FN e 2011 evit mont er strollad Parti de la France. Bez e voe prezidant enor ar strollad eus 2016 betek e varv.