Rita Morgan Williams
| Reizh pe jener | plac'h |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh-Unanet |
| Anv-bihan | Rita |
| Anv-familh | Williams |
| Deiziad ganedigezh | 1933 |
| Lec'h ganedigezh | Cwmgors |
| Deiziad ar marv | 3 Gwe 2018 |
| Lec'h ar marv | Llanelli |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, kembraeg, brezhoneg |
| Micher | yezhoniour, kelenner skol-veur, enklasker |
| Bet war ar studi e | Skol-veur Aberystwyth |
| Ezel eus | Goursez Kembre |
| Prizioù resevet | Urzh an Erminig |
Rita Williams (Rita Morgan hec'h anv plac'h yaouank), zo ur Gembreadez hag a zo bet kelennerez Skol-veur war ar brezhoneg hag ar c'herneveureg betek mont war he leve.[1]
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a reas da Vreizh a-drugarez d'ur yalc'had studi pa oa yaouank. Tommañ a reas ouzh ar brezhoneg goude bezañ heuliet ur staj gant Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerien.
E 1985 e kinnigas he zezenn doktorelezh war grafoù eus yezhadur ar c'hrennvrezhoneg.
Kelenn a reas e Skol-veur Dewi Sant, e Llanbedr Pont Steffan, etre 1966 ha 1971 ha goude e Skol-veur Aberystwyth.
Skrivet he deus studiadennoù ha levrioù, en o zouez geriadurioù (brezhoneg-kembraeg ha kembraeg-brezhoneg). Troidigezhioù diwar ar brezhoneg he deus graet ivez.
Dont a ra da Vreizh div wech ar bloaz pe ouzhpenn abaoe 37 vloaz.
Resevet he deus Kolier an Erminig e 1996 e Pont-'n-Abad.
Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Geriadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Geiriadur Bach Llydaweg-Cymraeg, Canolfan Astuaethau Cymreig a Cheltaidd, Aberystwyth, 1990. (https://bzh.cymru/br)
- Geiriadur Cymraeg-Llydaweg – Geriadur Kembraeg-brezhoneg, Canolfan Astuaethau Cymreig a Cheltaidd, Aberystwyth, h.b.
Troidigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Brezhoneg Buan hag Aes, doare kembraek, Skol-Veur Kembre, Kerdiz.
- Morforwyn (Mari Vorgan gant Roparz Hemon)
- Kaurentina, Brenhines ei Galon (Rouanez e Galon), Menyw Dda (Ur Vaouez Vat), gant Roparz Hemon, Storïau Tramor 2, ren. Bobi Jones, Gwasg Gomer, 1975