Richard Huelsenbeck

Eus Wikipedia

Richard Huelsenbeck, (anv gwir : Carl Wilhelm Richard Hülsenbeck) a oa ur barzh hag ur skrivagner alaman bet ganet d’an 23 a viz Ebrel 1892 e Frankenau (Alamagn) ha marv d’an 30 a viz Ebrel 1974 e Minusio (Suis). Unan eus krouerien dada eo ivez.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Richard Huelsenbeck a gasas e vugaleaj e Dortmund. Eno e laboure e dad, apotiker e oa. Plijet e oa gant ar fent hag a flemm gave e oberennoù Heinrich Heine, ha setu perak e fellas dezhañ dont da vezañ skrivagner. E 1907, pa oa 19 vloaz, ec’h enskrivas e skol-veur medisinerezh München. Bloaz goude e stagas gant studi al lennegezh alaman ha studi istor an arzoù. Kejañ a reas ouzh Hugo Ball. Asambles ez ejont an tavarnioù e-lec’h m’en em vode arzourien luskad an eztaoladurezh. A-drugarez da Hugo Ball e voe lakaet embann e destennoù kentañ. E 1912 ec’h enskrivas er Sorbonne gant ar pal studiañ ar brederouriezh. War un dro e labouas evit ar gazetenn « Revolution », ur gazetenn « modern ha rendael-tre ». Krouet e oa bet ar gelaouenn gant Hans Leybold, ur mignon da Hugo Ball. Leybold a voe lazhet e penn-kentañ ar brezel-bed kentañ.

E 1914 e tistroas Huelsenbeck da vBerlin, eno ec’h adkavas Ball. Lakaat a reas embann barzhonegoù, arnodadennoù ha pennadoù burutellañ levrioù er gazetenn "Die Aktion", ur gazetenn diwar-benn an arzoù hag al lennegezh, bet krouet gant Franz Pfemfert. E miz Eost 1914, pa darzhas ar brezel-bed kentañ, ec’h emouestlas en arme. D’ar c’hanolierezh e voe kaset, met reformet e voe a-raok mont da vrezeliñ abalamour da gudennoù nervennadoù. Distreiñ a reas da vBerlin, a-enep-krenn d’ar brezel ah d’ar vroadelouriezh alaman.

E-pad nevezamzer 1915 ec’h aozas gant Ball emvodoù a-benn klemm a-enep d’ar brezel hag evit enoriñ ar varzhed marv war an talbenn. E-lec’h aozañ un aergelc’h a barfeted e hujjont barzhonegoù «morian», gant ar pal feukiñ an arvesterien.

Cabaret Voltaire Zurich (2006)

E penn-kentañ 1916 ec’h adkavas Ball e Zürich, hag e krogjont da vont alies d’un davarn vihan er Spiegelstrasse. Anvet e voe "Cabaret Voltaire" ganto, hag enni ec’h aozjont abadennoù diwar-benn al lennegezh hag an arzoù. D’ar 5 a viz C’hwevrer en em gavjont enni gant Tristan Tzara, Jean Arp, Marcel Janco, ha Sophie Taeuber. Digeriñ a rejont ur geriadur dre zegouezh, hag evel-se e kroujont dada[1].
En davarn vihan-se, an holl vogerioù anezhi goloet gant taolennoù, e heje Huelsenbeck e vazh dirak an arvesterien, hag e huche e varzhonegoù evel ma vefent gerioù gros. Lod brasañ e destennoù a oa a-enep d’an Iliz, d’ar vammvro hag d’al lennegezh alaman klasel (Goethe ha Schiller). Ouzhpenn e sone taboulinoù, e c’hwitelle hag e c’hoarzhe. Hervez Ball : « Huelsenbeck a fell dezhañ ma vo roet muioc’h a-bouez d’al luskoù (luskoù morian). Plijout a rafe dezhañ seniñ taboulinoù betek ma vo al lennegezh dindan zouar.»[2]

Pa bellaas Ball diouzh dada (miz Even 1916) e soñjas Huelsenbeck e c’hellfe distreiñ da Alamagn. E miz Genver 1917 edo e Berlin en-dro, gant ar pal kenderc’hel gant dada.

D’an 22 a viz Genver 1918 e kemennas aozañ un nozvezh lennadennoù eztaolour, kazi sur gant ar pal tremen e-biou an eveshaerezh. E-lec’h en ober ec’h embannas krouidigezh « Club dada Berlin » hag e tistagas an Erste Dada-Rede in Deutschland (Prezegenn dada gentañ en Alamagn). Goude an nozvezh e labouras gant arzourien a Verlin evel Johannes Baader, George Grosz, Raoul Hausmann, John Heartfield ha Hannah Höch.
Sevel a reas manifesto ar strollad, anvet Der Dadaïsmus im Leben und in der Kunst</ref> (Dada er vuhez hag en arzoù). Ennañ e klaskas meskañ pennaennoù netraelour ha distrujus dada ha re ur gened nevez, anvet gantañ neue Realität (gwirvoud nevez). Sed aze penaos ec’h echu ar manifesto : « bezañ dadaour a dalvez bezañ a-enep d’ar manifesto-mañ! »

D’ar 5 a viz Even 1920 ec’h aozas ar c’hentañ Foar Etrebroadel Dada e Berlin. Er memes koulz e stagas gant istor dada hag e lakaas embann Dada Almanag, dastumad kentañ a luskad, ha War-raok dada (istitlet : Dada, un istor). El levr-se e c’haller lenn : An dadaour a blij dezhañ ar vuhez, peogwir e c’hall en em zizober outi da forzh peseurt mare, rak un dra dada eo ar marv. Pa soñj en deiz o tont, e oar an dadaour e c’hall ur podad bleuñvioù kouezhañ war e benn.

Dre m’en doa kendalc’het gant e studioù mezeg e krogas gant ar vicher-se. Surjian a verdeadurezh e voe, hag e kasas rentaoù-kont e veajoù da gazetennoù Berlin.

Adalek 1933 e voe difennet outañ gant an nazied lakaat embann e skridoù. Kuitaat a reas Alamagn e 1936 hag ez eas d'ar Stadoù-Unanet. E 1939 en em stalias e Long Island (New York), hag e tigoras e vurev mezeg-bredvezeg[3] dindan an anv Charles R. Hulbeck.

E 1969 e teuas er-maez e levr eñvorennoù anvet « Eñvorennoù un tabouliner dada». E 1970 en em stalias e rannvro Tessin, e Suis.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • « Dada Almanach », Berlin, 1920
  • « En avant Dada », Hanovre, Leipzig, Vienna, Zurich, 1920
  • « Deutschland muss untergehen ! », Berlin, 1920
  • « Dada siegt ! », Berlin, 1920
  • « Eñvorennoù un tabouliner dada », 1969

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Laurent Lebon (dindan e renrezh) « Dada », katalog diskouezadeg Kreizenn Pompidou (5 a viz Here 2005 - 9 a viz Genver 2006), embannet gant Centre Pompidou, 2005, pajenn 504 - 507

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Le Bon, pajenn 219
  2. Tennet eus e zeizlevr embannet e 1946, in Le Bon
  3. skol Carl Gustav Jung