Richard Davies (eskob)
Richard Davies (war-dro 1501 – 7 a viz Du 1581) a oa un eskob kembreat.
Ganet e voe e Gyffin, ur gêriadenn e-kichen Conwy, e hanternoz Kembre. Studioù a reas en Oxford kent mont da veleg. Dre ma oa un disivouder e rankas kuitaat Breizh-Veur e-kerzh ren Marri Tudor, goude 1553 neuze, da repuiñ war douar-bras Europa, ha ne zistroas nemet e-kerzh ren Elesbed Iañ, e 1558. E miz Genver 1560 e voe anvet da eskob Llanelwy, hag alese e voe kaset da eskopti Tyddewi e 1561.
Kenlabourat a reas gant William Salesbury da bouezañ war barlamant Westminster evit ma vefe lakaet treiñ ar Bibl hag al Levr Pedennoù e kembraeg. Pa voe embannet e 1563 ul lezenn evit se gant ar parlamant e stagas da labourat gant William Salesbury evit lakaat an Testamant Nevez e kembraeg. Labourat a reas ivez evit treiñ al Levr Pedennoù.
Goude e varv e miz Du 1581 e voe beziet en iliz Abergwili.
- Un eontr e oa da Siôn Dafydd Rhys, aozer ar c'hentañ yezhadur eus ar c'hembraeg.