Bouryatia
Rann eus | Siberian Federal District, Far Eastern Federal District |
---|---|
Deiziad krouiñ | 21 Ebr 1992 |
Anv er yezh a orin | Республика Бурятия, Буряад Улас |
Anv berr | Бурятия |
Yezh ofisiel | rusianeg, bouriateg |
Kan broadel | Anthem of the Republic of Buryatia |
Stad | Rusia |
Kêr-benn | Ulan-Ude |
E tiriad | Rusia |
Gwerzhid-eur | Irkutsk Time, UTC+08:00, Asia/Irkutsk |
Daveennoù douaroniel | 53°48′0″N 109°20′0″E |
Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | Head of the Republic of Buryatia |
Penn an aotrouniezh | Aleksey Tsydenov |
Korf lezenniñ | People's Khural of the Republic of Buryatia |
Yezh implijet | Khalkha Mongolian |
Lec'hienn ofisiel | http://egov-buryatia.ru/ |
Banniel (deskrivadur) | flag of the Republic of Buryatia |
Ardamezioù | coat of arms of the Republic of Buryatia |
Ekonomiezh an danvez | economy of Buryatia |
Kod plakenn varilh | 03 |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Buryatia |
Republik Bouryatia (bouryateg: Буряад Улас; rusianeg Республика Бурятия) a zo anezhi ur republik e Kevread Rusia war glannoù al Lenn Baykal. Bevennoù etrebroadel he deus ar Republik gant Mongolia. Ouzhpenn 80% eus ar vro zo menezioù anezhi.
Aour, tungsten, zink, uraniom hag all, a vez kavet e kondon Bouryatia. A-bouez-bras evit armerzh ar vro eo al labour-douar ivez pa vez gounezet gwinizh ha legumaj dreist-holl. A-hend-all e vez gounezet arc'hant dre chaseal ha pesketa.
Bez' ez eus tud eus 100 broad ha gouenn disheñvel o vevañ e Bouryatia, en o zouez Rusianed (69,9%), Bouryated (24%), Ukrainaned (2,2%), Tatared (1%), ha Belarused (0,5%).
Bouddhisted tibetek (lamaourion), chamanourion pe kristenion ortodoks eo an darn vrasañ eus ar Vouryated.