Remont Delaporte, Reun ar C'halan : div blanedenn

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Remont Delaporte, Reun ar C'halan : div blanedenn, istitlet daou zen eus ar C'hastell-Nevez, zo ul levr embannet e miz Gouhere 2019 gant Al Lanv. Ur skrid digeriñ a zo gant Padrig an Habask ha kinniget eo ar skrid gant Charlie Grall. 214 pajenn a ya d'ober al levr en holl. Kavout a reer ennañ poltriji e liv ha reoù all istorel e gwenn-ha-du tennet eus paperioù Remont Delaporte dreist-holl hag un nebeud diouzh L'Heure Bretonne.

Diverradenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Remont Delaporte ha Reun ar C'halan, daou zen eus ar C’hastell-Nevez ganet e deroù an XXvet kantved, an hini kentañ en ur familh pinvidik a-walc’h, diazezet mat er vro, hag an eil en atant un troc’her-buzhug, treut ar peuriñ gantañ. Dre eñvorennoù skrivet Remont Delaporte ha gant arroudoù tennet eus ar re savet gant Reun ar C’halan, e kinniger el levr-mañ heuliañ planedennoù souezhus daou zen hag a oa bet kemeret ganto hentoù disheñvel-rik e-pad prantadoù diaes-meurbet. Remont Delaporte a zeuas da vezañ emsaver breton e 1927, goude bezañ dizoloet ar brezhoneg abred a-walc’h. E-pad ar brezel e oa e penn Strollad Broadel Breizh. Pezh a skriv diwar-benn ar prantad-se a zo talvoudus-tre evit hon istor. Reun ar C’halan, yaouankoc’h, a oa studier c’hoazh pa grogas ar « reuz bras » met mont a reas d’ar « maquis » memes tra e miz Eost 1944 ha goude-se da aloubiñ Bro-Alamagn gant al lu gall. An daou avat a gemero hent an divroañ evit abegoù disheñvel : Remont Delaporte da Iwerzhon ha Reun ar C’halan, evel miliadoù a Vretoned eus Kreiz Breizh, d'ar Stadoù Unanet. Enno o-daou e voe enaouet – abred pe diwezhat en o buhez – flamm « Tantad an hendadoù » hag... ar youl da sevel ur vuhez vroadel vrezhonek e Breizh, pezh a zo heverk ken ez eo.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Remont Delaporte, Reun ar C'halan : div blanedenn war lec'hienn KAB