Ralf
Neuz
Ralf zo un anv-badez germanek ha frankek, a veze roet stank e-metoù baroned ar Grennamzer, e tiegezhioù norman, hag ivez e tiegezhioù breizhat kar dezho. Hiriv eo un anv-badez alamanek, svedek, ha saoznek ivez.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra eus an anv norsek Raðulfr (rað "kuzul" ha ulfr "bleiz"), a oa Rædwulf e hensaozneg, aet da Radulf.
Kar eo d'an anv Raoul, a zo ur stumm all. Alies e veze implijet an daou stumm evit ar memes den.
Yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ralf, pe Ralph aliesoc'h, e saozneg,
- Raoul e galleg hag e brezhoneg,
- Raúl, e spagnoleg,
- Raul, e portugaleg,
- Raül, e katalaneg.
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ralf Iañ, anv meur a zen
- Ralf II, anv meur a zen
- Ralph Waldo Emerson (1803-1882), prederour stadunanat
- Ralf König, tresour alaman
- Ralph Milner, sant saoz er XVIvet kantved.
- Ralf Schumacher, blenier kirri-sport alaman