Ralf König

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ralf König, 2012

Ralf König zo un treser alaman ganet d'an 8 a viz Eost 1960.

En e vannoù-treset e liv ar metoù heñvelreviat gant fent ha teneridigezh. Ne ra ket diouer ivez an ironiezh war ar boazioù heñvelreviat na war ikonoù ar metoù gay evel Marianne Rosenberg, Abba pe Bette Midler.

E-touez e oberennoù emañ Konrad und Paul pe Kondom des Grauens (Ar stevell lazhus).

Aet eo priz Angoulême 2005 gantañ evit Wie die Karnickel (Evel lapined).


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.