Raganv perc'hennañ
Er yezhoniezh e vez implijet an termen raganv perc'hennañ evit komz eus ur raganvioù implijet evit disklêriañ da biv eo un anv-kadarn, da lâret eo ul liamm perc'henniezh. Evel ar raganvioù all ec'h eo seurt raganvioù elfennoù anaforel hag a dalvez evit gallet chom hep adlâret anvioù-kadarn gwezh ha gwezh all en hevelep diviz pe lavarenn, da skouer e saozneg:
- These glasses are mine, not yours
- ("Din(-me) eo al lunedoù-mañ")
- mine = my glasses ("ma ludenoù")
- yours = your glasses ("da ludenoù")
E yezhoù 'zo, en o zouez ar saozneg, e vez implijet stummoù ispsial evit ar raganvioù perc'hennañ disheñvel diouzh stumm ar raganvioù all:
Gour 1 | Gour2 | Gour 3 | ||||
---|---|---|---|---|---|---|
UNANDER | LIESTER | UNANDER | LIESTER | UNANDER | LIESTER | |
Rener | I / we | we | you | you | he / she / it / one / they | they |
Renadenn | me / us | us | you | you | him / her / it / one / them | them |
Raganv emober |
myself / ourself | ourselves | yourself | yourselves | himself / herself / itself / oneself / one's self / themselves |
themselves |
Anvioù-gwan perc'hennañ |
my / our | our | your | your | his / her / its / one's / their | their |
Raganvioù perc'hennañ |
mine / ours | ours | yours | yours | his / hers / its / theirs | theirs |
E yezhoù zo, evel ar svedeg hag ivez ar yezhoù slavek e reer an diforc'h etre stumm raganv perc'hennañ an trede gour hervez ma vez implijet evel ur raganv emober pe get, da skouer e serbeg:
- Ana je dala Mariji svoju knjigu
- "Ana a roas he-EMOBER levr da Varia" — da Ana eo al levr)
- Ana je dala Mariji njenu knjigu
- "Ana a roas he-NANN-EMOBER levr da Varia" — da Varia eo al levr)
N'eus ket e brezhoneg raganvioù perc'hennañ ispsiail hag ober a ranker gant savadennoù all diazezet war implij araogennoù zo pe dre implijout ar e raer hep seurt raganvioù "hini" (unander) pe "re" (liester), da skouer:
- "Ma hini eo ar werenn-mañ"
- (Kv. saozneg: This glass is mine = my glass)
- "Din(-me) eo ar werenn-mañ"
- (Kv. saozneg: This glass is mine = my glass)
- "Ma re eo ar gwerennoù-mañ"
- (Kv. saozneg: These glasses are mine = my glasses)
- "Din(-me) eo ar gwerennoù-mañ"
- (Kv. saozneg: These glasses are mine = my glasses)
E yezhoù all c'hoazh n'eus na raganvioù perc'hennañ nag [[Anv-gwan perc'hennañ|anvioù-gwan perc'hennañ. E finneg da skouer e implijer ar raganvioù-gour displeget hervez an troad genitivel implijet evit merkañ liammoù perc'henniezh dre vras, pe c'hoazh dre ouzhpennañ lost-gerioù perc'hennañ, d.s.:
- Troad genitivel
- minä (nominativel) > minun (genitivel)"
- ("me") > ("ma" / "ma hini" / "ma re")
- Minun taloni ("Ma zi(er)")
- Lost-gerioù perc'hennañ
- talo ("ti") > taloni ("ma zi" / "ma zier")
- talo ("ti") > talomme ("hon zi" / "hon zier")