Mont d’an endalc’had

Raganv emober

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen raganv emober (saoz. reflexive pronoun) evit komz eus un doare anaforiezh pa ra dave ur raganv d'un anv (pe ur raganv all) bet meneget kentoc'h en hevelep lavarenn (saoz. clause). Graet e vez "ger-kent" (saoz. antecedent) ouzh an anv pe ar raganv kent ma ra dave dezhañ ur raganav emober. Kemmañ a ra natur seurt raganvioù kalz a yezh da yezh, gant lod e vez graet gant raganvioù ispsiial, disheñvel diouzh an holl re all keit ha ma ra yezhoù all 'zo gant stummoù boutin etre stumm ar raganvioù emober ha hini raganvioù all. E brezhoneg e implijer ur stumm digemm en em dirak ar verboù hag en em derc'hel a ra evel ur rannig verb o kemer plas ar rannigoùigoù "a" hag "e", daoust ha ma c'hell bezañ implijet a-gevret gant ar rannig "o" ("oc'h" dirak "en em" dre ma krog gant ur vogalenn) abalamour ma'c'h eo semantikel perzh ar rannig "o" keit ha m'eo kevreadurezhel natur ar rannigoùgoù "a"/"e", da skouer:

"Me en em c'houlenn" (* "Me a en em c'houlenn")
"Perak en em c'houlennez" (* "Perak ec'h/ez en em c'houlennez")
"Oc'h en em c'houlenn emañ"

Disheñvel eo avat natur kevreadurezhel ar raganv emober diouzh hini ar rannigoùigoù dre m'en em dalc'h evel ur rakger stag ouzh ar verb kentoc'h evit ur rannig ha neuze e c'heller e lakaat e penn ur frazenn:

"[En em walc'hiñ] a ran"

Bez' e c'heller ivez pouezañ war ar gour dre implijout rangavioù kreñvaat, da skouer:

"Em en [r. emober] walc'hiñ a ra e-unan [r. kreñvaat]"

E saozneg, da skouer, e klota stumm ar raganvioù emober gant hini ar raganvioù kreñvaat, met daosut da se eo disheñvel o mont-en-dro, da skouer:

Kreñvaat
He did it himself
("Hen ober a reas e-unan")
=
He did it [∅]
("Hen ober a reas")
Emober
He's teaching himself
("O teskiñ emañ e-unan")
He's teaching [∅]
("O kelenn emañ")

E yezhoù zo ne reer an diforc'h etre ar raganvioù renadenn boas hag ar raganvioù emober en trede gour dre ma ranker ober an diforc'h en un doare splannoc'h en degouezh-mañ, keñveriit da skouer:

Splann
Raganv renadenn
I like me
=
Raganv emober
I like myself
("Me 'gar ac'hanon" = "En em garout a ran")
Displann
Raganv renadenn
They like them (The students like pears)
=
("Plijout a raent dezhe": "Plijout a ra ar per d'ar studierion/ezed")
pe
Raganv emober
= They like them(selves)
("En em garout a reont: pep hini em em gar e-unan")
Raganv kenemober
They like each other
("Em em garout ar reont an eil hag egile: pe hini a gar arcre all")

E spagnoleg e vez implijet stummoù disheñvel evit lakaat sklaer an diforc'h etre stumm ar raganv renadenn hag ar rganv emober pa reont dave d'an trede gour, da skouer:

Raganv renadenn
Él lo ve
("Eñ a wel anezhañ")
Raganv emober
Él se ve
("Eñ en em wel")

Er yezhoù implijet gante ur stumm disheñvel evit ober an diforc'h-mañ etre ar raganv renadenn hag ar raganv emober ne vez ket merket gant ar stumm emober ar jener zoken pa vez graet dre voaz gant ar raganv renadenn voas. E yezhoù all e evz implijet stummoù genitivel evit merkañ an diforc'h etre stumm emober ha stummoù nann-emober, da skouer e svedeg:

Raganv renadenn
Jag ser honom
("E welet a ran / Gwelet a ran anezhañ")
Han ser honom
("E welet a ra" / "Gwelet a ra anezhañ")
Raganv emober
Han ser sig
("En em welet a ra")

Hag ivez gant ar anvioù-gwan perc'hennañ:

Anv-gwan perc'hennañ nann-emober
Anna gav Maria hennes bok
("Anna a roas he levr da Varia": da Varia eo al levr)
Anv-gwan perc'hennañ emober
Anna gav Maria sin bok
("Anna a roas he levr da Varia": da Anna eo al levr)