Raganv kreñvaat
Neuz
Er yezhoniezh e vez implijet an termen raganv keñvaat (saoz. intensive pronoun) evit komz eus ur raganv ouzhpennet evit pouezañ war an elfenn-se, da skouer:
- "O gwelout a reas-eñ"
- "Dimp-ni e plij kalz"
- "N'on ket me evit lâret
- "Hen ober a rin (war ma fenn) ma-unan"
- "Hen ober a rin ma-unan (penn)"
lostgerioù ispisial a vez implijet e brezhoneg a-wezhoù ivez. morfemennoù stag int rak n'ahaller ket o implijout evel gerioù hepmuiken:
- "deoc'h-c'hwi"
- (Kv. "C'hwi 'zo deuet")
- =
- "deoc'h-hu"
- (Kv. *"Hu 'zo deuet")
- "int-i"
- ("Int 'zo deuet" Kv. *"I 'zo deuet")
Daoust ha ma c'hall kenglotaat o stumm e yezhoù zo, ec'h eo disheñvel eo ar raganvioù kreñvaat diouzh ar raganvioù emober rak ne raent nemet pouezañ war un elfenn resis kentoc'h evit talvezout da gemmañ ster ar verb, da skouer e saozneg:
- Kreñvaat
- He did it himself
- ("Hen ober a reas e-unan")
- =
- He did it [∅]
- ("Hen ober a reas")
- Emober
- He's teaching himself
- ("O teskiñ emañ e-unan")
- ≠
- He's teaching [∅]
- ("O kelenn emañ")