Anaforiezh

Eus Wikipedia

Implijet e vez an termen yezhoniel anaforiezh (saoz.: anaphora) evit komz eus un doare endoforiezh pe ezoforiezh pa ra dave elfennoù ul lavarenn pe ur skrid da elfennoù all bet meneget dija en hevelep skrid (dre gomz pe dre skrid) da skouer:

"Tapout a reas ar marmouz ar vananezenn evit he debriñ"

Amañ "he" a ra dave d'an elfenn "ar vananezenn" bet meneget dija er frazenn.

Peurliesañ e vez implijet elfennoù deiktel pe c'hoazh pro-stummoù.

An daveenn a c'hell bezañ endoforel pe ezoforel, da skouer:

"Divi ha Pêr 'zo aet d'ar gêr peogwir e oa skuizh o-daou"

"o-daou" a zo endoforel peogwir e ra dave d'un elfenn meneget en hevelep lavarenn ( = "Pam")

"Petra eo se?"

"Se" a dalvez da daveenn ezoforel amañ peogwir n'emañ ket meneget el laverenn (nag a-raok na da c'houde) da betra resis e ra dave.

Pa degouezh an endoforiezh en tu kontrol e vez graet kataforiezh outi.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]