Mont d’an endalc’had

Rafael Leónidas Trujillo

Eus Wikipedia
Rafael Trujillo e 1952

Rafael Leónidas Trujillo Molina (24 a viz Here 189130 a viz Mae 1961) a zo bet diktatour ar Republik Dominikan etre 1930 ha 1961.

Unan eus diktatouriezhoù gwadekañ eo bet en Amerikaoù. Roet en doa dezhañ e-unan al lesanv "El Benefactor", da lavaret eo Ar Madoberour.

Marv ha bezioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Drouklazhet e voe d'an 30 a viz Mae 1961 gant iriennerien skoazellet gant ar CIA stadunanat. E obidoù a voe re un den a stad, gant un hir a brosesion betek San Cristóbal, e gêr a c'hanidigezh. Kouezhañ a reas renad an Trujillo e miz Here ha kuitaat a reas ar vro e vab Ramfis, korf e dad gantañ. Kavout a reas repu e Bro-C'hall, ha douaret e voe endro Rafael Trujillo e bered Père-Lachaise e Pariz d'ar 14 a viz Eost 1964. Met 6 bloaz war-lerc'h e voe dizouaret endro ha kaset da vro Spagn, e bered Mingorrubio e Madrid. E vab Ramfis a zo bet douaret eno ivez.[1]