Prospero Colonna (condottiero)

Eus Wikipedia
Prospero Colonna, poltredet gant Tobias Stimmer.
Prospero Colonna

Prospero Colonna (Lanuvio 1452 - Milano 1523), a oa condottiero italian. Servij a reas ar pab hag an Impalaeriezh Santel Roman e-pad Brezelioù Italia.


E 1515 e oa e penn arme ar pab Leon X pa voe prizoniet e mervent Italia e-tal Villafranc gant ur bagad marc'hegeien c'hall rebetet gant Pierre Terrail, ar Chevalier Bayard. Da Vro-C'hall e voe kaset, ur vra am boa c'hoant da weladenniñ, emezañ, hag eno e oa pa c'hoarvezas emgann Marignano.

E 1522 e c'hounezas emgann Bicocca war ar C'hallaoued. Fallaat a reas e yec'hed ma varvas e 1523 e Milano.