Emgann Bicocca

Eus Wikipedia
Sede pelec'h e c'hoarvezas Emgann Bicocca e 1522

Emgann Bicocca pe La Bicocca (Battaglia della Bicocca en italianeg ) a c'hoarvezas d'ar 27 a viz Ebrel 1522, e-kerzh C'hwec'hvet brezel Italia. Trec'het e voe armeoù Bro-C'hall ha Republik Venezia kaset gant Odet de Foix, beskont Lautrec, gant armeoù Spagn hag Aostria, renet gant Prospero Colonna. Lautrec a guitaas Lombardia, ha dugelezh Milano a gouezhas etre daouarn Karl V, an impalaer santel.