Mont d’an endalc’had

Prazeodimiom

Eus Wikipedia
Prazeodimiom
KeriomPrazeodimiomNeodimiom

Pr
Pa
Taolenn beriodek, Prazeodimiom
Perzhioù hollek
Niver atomek 59
Rummad kimiek Lantanidoù
Strollad Lantanidoù
Trovezh 6
Bloc'h f
Tolz atomek 140,908
Aozadur elektronek
[Xe] 4f3 6s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 21, 8, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur +4, + 3, +2
Oksidenn vazennek skañv
Tredanleiegezh 1,13 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 528,064 kJ/mol
2 : 1 017,919 kJ/mol
3 : 2 086,397 kJ/mol
4 : 3 760,995 kJ/mol
5 : 5 550,797 kJ/mol
Skin atomek 240 pm
Skin kenamsav 190 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) 6,779 g/cm3
Teuzverk 931 °C
Bervverk 3 520 °C
Tredanharzusted 700 nΩ•m (e 20 °C)
Neuz an elfenn

Un elfenn gimiek eo ar prazeodimiom ; Pr eo e arouez kimiek, 59 e niver atomek ha 140,908 e dolz atomek.

E 1839 e tizoloas ar c'himiour svedat Carl Gustaf Mosander an didumiom, a zo ur meskaj eus tri douar rouez ; unan anezho eo ar c'heriom 58Ce, bet dizoloet gant Axel Erdmann e 1839 ivez.
E 1885 e voe hiniennekaet an div elfenn all gant ur c'himiour aostrian, ar baron Carl Auer von Wesbach : ar prazeodimiom 58Pr hag an neodimiom 60Nd.

Eus ar gresianeg πράσιος prasios, "gwer (liv)", ha διδύμος didumos, "gevell" e teu prazeodimiom ; gwer eo ar prazeodimiom pa vez oksidet, ha kevret gant keriom ha neodimiom en e gaver er c'hailhoù.

Kenderc'hadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er c'hailhoù bastnäsit (Pr,La,Y)CO3F ha monazit (Pr,La,Th,Nd,Y)PO4 pergen e kaver prazeodimiom.[1].

Ur metal liv an argant gwenn, blot, govelius hag orjalennus eo ar prazeodimiom.
Gwelloc'h eget al lantanidoù all ez harz ar prazeodimiom ouzh an daskrign, hogen aes a-walc'h e vez oksidet en aer ; liv gwer a zeu war ar bloc'had Pr neuze, ha diskolpañ a ra an oksidenn, ar pezh a laka muioc'h a vetal en aer : setu perak e vez miret ar prazeodimiom en eoul pe er gwer.
Kewarellek eo ar prazeodimiom e gwreverkoù tommoc'h eget -272,15°C, da lavaret eo e vez desachet gant ur gwarellvaez diavaez ; ne chom gwarellegezh ebet er metal pa vez lazhet ar gwarellvaez.

Par da re ar c'heriom eo perzhioù kimiek ar prazeodimiom.

  • E 150 °C e tev ar prazeodimiom da reiñ oksidenn prazeodimiom(III,IV) :
12 Pr + 11 O2 → 2 Pr6O11
  • Dazgwerediñ gorrek a ra Pr gant dour yen, ha buan gant dour zomm da reiñ hidroksidenn prazeodimiom :
2 Pr [k] + 6 H2O [d] → 2 Pr(OH)3 [dz] + 3 H2 [g][2]
  • Gant an holl halogenoù e tazgwered ar prazeodimiom ivez :
2 Pr (k) + 3 F2 (g) → 2 PrF3 (k) [liv gwer]
2 Pr (k) + 3 Cl2 (g) → 2 PrCl3 (k) [gwer]
2 Pr (k) + 3 Br2 (g) → 2 PrBr3 (k) [gwer]
2 Pr (k) + 3 ||iod|I]]2 (g) → 2 PrI3 (k) [gwer]

Eus Pr-121 betek Pr-159 ez astenn skalfad izotopoù ar prazeodimiom.
Un izotop stabil a gaver en natur : 141Pr.
Skinizotopoù zo bet kevanaozet ivez, 38 anezho, an hini stabilañ o vezañ Pr-143 gant un hanter-vuhez a 13,57 devezh.

Izotopoù stabilañ ar prazeodimiom
Izotop % en natur Hanter-vuhez Digevanad
141Pr 100 Stabil, 82 neutron

142Pr

kevanaozet

19,12 eurvezh 142Nd
dre skinoù β
142Ce
dre zegerc'had
143Pr kevanaozet 13,57 devezh 143Nd
  • E-sell da sevel memorioù pementadel evit an urzhiataerioù da zont e ranker gorrekaat ar gouloù ; dre strinkennoù prazeodimiom ez eur deuet a-benn e 2005[3].
  • Kevret gant magneziom ez arverer praezodimiom da fardañ metaloù kalet a implijer e kefluskerioù an aerlistri[4].
  • Kevret gant nikel (PrNi5) en deus ar praezodimiom ur galloud da yenaat dre warellegezh, a zo bet arveret da dostaat d'ar mann dizave (-273,15 °C) war-bouez 0,001 °C[5].
  • Kevret gant keriom e talvez Pr da fardañ treluskeroù evit seveniñ oksidadurioù[6].
  • Prazeodimiom a lakaer er gwer da reiñ ul liv melen dezhañ.
  • En e stummoù halogenet e kaver Pr er c'hleuzeurioù dre wareg a vez implijet e greantelerezh ar sinema.[7]
  • War-dro 5% a brazeodimiom zo er mischmetal a implijer da fardañ "maen-tan" an dirennoù.
  1. United States Geological Survey
  2. Alc'hwez : k = kalet, d = dourek, dz = dourzileizhenn, g = gaz
  3. Autrian National University (en) Liamm oberiant 13 GEN 13
  4. NAIR K. Suseelan & MITTAL M. C., Rare Earth in Magnesium Alloys, Materials Sciens Forum levrenn 30, 1991, pp. 89-104 Scientific.net (en) Liamm oberiant 13 GEN 13
  5. Nature's Building Blocks p. 342.
  6. The Journal of Physical Chemistry, 05 C'HW 08 (en) Liamm oberiant 13 GEN 13
  7. CRC Handbook of Chemistry and Physics
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok